Nehemia 5:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Hag e hejis va dilhad, hag e lavaris: Ra hejo Doue evel-se eus e di hag eus e labour pep den na raio ket hervez ar gomz-se, ha ra vo evel-se hejet ha goullonderet. Hag ar vodadeg a-bezh a lavaras: Amen! Hag e veuljont an AOTROU. Hag ar bobl a reas hervez ar gomz-se.
Ar roue en em zalc'has e-kichen ar golonenn, hag a reas emglev dirak an AOTROU, da gerzhout war-lerc'h an AOTROU, ha da virout e c'hourc'hemennoù, e destenioù hag e reolennoù, a holl galon hag a holl ene, en ur ober hervez komzoù an emglev skrivet el levr-se. Hag an holl bobl a asantas d'an emglev-se.
Hag Ezdra a vennigas an AOTROU, an Doue bras, hag an holl bobl a respontas: Amen! Amen! en ur sevel o daouarn. Hag e plegjont hag e stoujont dirak an AOTROU, o dremmoù ouzh an douar.
Met evel ma’c’h enebjont outañ ha ma vallozhjont, ec’h hejas e zilhad hag e lavaras dezho: Ra gouezho ho kwad war ho penn! Naet on anezhañ. Diwar vremañ ez in etrezek ar baganed.
Anez, mar bennigez er spered, penaos e c’hello an hini a zo e renk ar selaouerien eeun respont: Amen, da’z pedenn a drugarez, pa ne oar ket petra a lavarez?