Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 10:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Ha p’en em gavo tud n’ho tegemerint ket ha ne selaouint ket ho komzoù, pa’z eot kuit eus an ti-se pe eus ar gêr-se, hejit ar poultr eus ho treid.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Ha piou‐benag ha n’ho recevo ket, ha na zelaouo ket ho komzou, pa’z eot kuit euz an ti‐ze, pe euz ar gear‐ze, hijit ar boultren euz ho treid.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

14 Ha pe vou unan benac ha n’hou diguemérou quet, ha ne cheleuou quet d’oh hou conzeu, arlerh en dout lézet en ty‐sé pé er gær‐sé, hunjet er houssiadur ag hou treid.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 10:14
14 Referencias Cruzadas  

Hag e hejis va dilhad, hag e lavaris: Ra hejo Doue evel-se eus e di hag eus e labour pep den na raio ket hervez ar gomz-se, ha ra vo evel-se hejet ha goullonderet. Hag ar vodadeg a-bezh a lavaras: Amen! Hag e veuljont an AOTROU. Hag ar bobl a reas hervez ar gomz-se.


Mar d-eo dellezek an ti a gement-se, ra zeuio ho peoc’h warnañ, met, ma n’eo ket dellezek, ra zistroio ho peoc’h deoc’h.


Ha piv bennak a zegemer em anv ur bugel bihan evel hemañ a zegemer ac’hanon.


P’en em gavo tud n’ho tegemerint ket ha n’ho selaouint ket, pa’z eot kuit ac’hano, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho. Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos e vo dousoc’h da Sodom ha da C’homora e deiz ar varn eget d’ar gêr-se.


Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mañ em anv a zegemer ac’hanon, ha piv bennak a zegemer ac’hanon, n’eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c’haset.


hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv a zegemer ac’hanon. Ha piv bennak a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset. Rak an hini ac’hanoc’h holl a zo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.


P’en em gavo tud n’ho tegemerint ket, pa’z eot kuit eus ar gêr-se, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a zegemer an hini am bo kaset a zegemer ac’hanon, hag an hini a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset.


Goude bezañ hejet ar poultr eus ho treid a-enep dezho ez ejont da Ikoniom.


Met evel ma’c’h enebjont outañ ha ma vallozhjont, ec’h hejas e zilhad hag e lavaras dezho: Ra gouezho ho kwad war ho penn! Naet on anezhañ. Diwar vremañ ez in etrezek ar baganed.


An hini eta a zispriz kement-se ne zispriz ket un den met Doue, eñ hag en deus roet ivez deomp e Spered-Santel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos