Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 15:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Samuel a lavaras dezhañ: An AOTROU en deus freget hiziv rouantelezh Israel diwarnout, hag en deus he roet da'z nesañ, a zo gwelloc'h egedout.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 15:28
20 Referencias Cruzadas  

o kas ar rouantelezh eus ti Saül d'e hini, hag o lakaat tron David war Israel ha war Juda, adalek Dan betek Beer-Sheba.


Bremañ eta grit-se, rak an AOTROU en deus komzet ouzh David o lavarout: Dre zorn David va servijer e tieubin va fobl Israel eus dorn ar Filistined hag eus dorn o holl enebourien.


Ra raio Doue da Abner hervez an diwezhañ rustoni ma ne ran ket evit David kement en deus touet an AOTROU dezhañ,


David a lavaras da Vikal: Dirak an AOTROU eo, eñ hag en deus va dibabet kentoc'h eget da dad hag e holl di evit va lakaat da rener war bobl an AOTROU, war Israel. Dirak an AOTROU eo ez on bet laouen.


An AOTROU a lavaras da Salomon: Peogwir ec'h eus graet evel-se, ha ne'c'h eus ket miret va emglev ha va reolennoù am boa roet dit, e rogin a-dra-sur ar rouantelezh diwarnout, hag e roin anezhi da'z servijer.


N'en doa ket klasket kuzul e-kichen an AOTROU , hag an AOTROU a lakaas anezhañ d'ar marv, hag a roas ar rouantelezh da Zavid mab Jese.


Bruzunañ a ra ar c'halloudeien hep enklask, hag e laka reoù all en o lec'h,


An dra-se a zo un urzh roet gant ar c'hedourien, ar goulenn-se a zeu dre gomz ar sent, abalamour d'ar re vev da c'houzout e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ, hag e sav enni an disterañ eus an dud.


Kaset e vi kuit a-douez an dud, da chomlec'h a vo gant loened ar parkeier, geot a vo roet dit da zebriñ evel d'an ejened, ha seizh amzer a dremeno warnout, betek ma ouezi e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ.


Jezuz a respontas dezhañ: Ne’z pefe galloud ebet warnon, ma ne vefe ket bet roet dit eus an nec’h. Setu perak an hini en deus va droukroet dit en deus graet ur pec’hed brasoc’h.


O vezañ e gaset kuit, e savas dezho David evit roue, hag e roas an testeni-mañ dezhañ: Kavet em eus David mab Jese, den hervez va c’halon, hag e peurc’hraio va holl volontez.


Ra blego pep den d’ar galloudoù uhel, rak n’eus galloud ebet nemet eus Doue, hag ar galloudoù a vez kavet, a zo bet lakaet gant Doue.


Met bremañ da ren ne vo ket padus. An AOTROU en deus klasket dezhañ un den hervez e galon, hag an AOTROU en deus e c'halvet da vezañ rener war e bobl, dre ma ne'c'h eus ket miret ar pezh en doa an AOTROU gourc'hemennet dit.


Kas a reas eta d'e gerc'hat. Melegan e oa, gant daoulagad kaer hag un dremm vrav. An AOTROU a lavaras da Samuel: Sav hag olev-eñ, rak eñ eo.


Saül a voe gwall fuloret, ar gomz-se a zisplijas dezhañ, hag e lavaras: Roet o deus dek mil da Zavid, ha din-me mil. Ne vank ken dezhañ nemet ar rouantelezh.


P'en devo graet an AOTROU da'm aotrou an holl vad en deus lavaret diwar da benn, ha p'en devo da lakaet rener war Israel,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos