Mar en deus touet unan bennak ober droug pe vad en ur gomz gant e vuzelloù, ha ma vez kuzhet outañ, n’eus forzh ar pezh en deus lavaret gant le, pa vez anavezet gantañ, e vo kablus war unan eus e gomzoù.
Ma’z pije miret anezhañ, daoust ha ne oa ket dit? Hag o vezañ e werzhet, ha ne oa ket e briz en da c’halloud? Penaos eta ec’h eus lakaet ar soñj-se en da galon? N’eo ket d’an dud ec’h eus lavaret gaou, met da Zoue eo.
Pa ez po graet ur gouestl d'an AOTROU da Zoue, ne zalei ket d'e beurober, rak an AOTROU da Zoue ne vanko ket d'henn goulenn diganit, hag e vo ur peched ennout.
Kerkent ha ma welas anezhi e rogas e zilhad hag e lavaras: Siwazh va merc'h! Bec'hiet on, ya bec'hiet on, peurvantret on abalamour dit, rak digoret em eus va genoù d'an AOTROU ha ne c'hellin ket dislavarout.