La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Nehemia 3:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

War e lerc'h, Nehemia mab Azbuk, rener un hanter eus bann Bet-Zur, a zresas betek dirak bezioù David, betek ar stank bet graet, ha betek ti ar Re Greñv.

Ver Capítulo



Nehemia 3:16
18 Referencias Cruzadas  

Diwar-benn nemorant oberoù Ezekiaz, e holl gurioù, ha penaos e reas ar stank hag ar gorzenn evit lakaat dour da vont e kêr, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda?


Mab Shammai a voe: Maon. Maon a voe tad da Vet-Zur.


Bet-Zur, Soko, Adullam,


hag e voe sebeliet er bez en doa kleuzet evitañ e kêr David. Gourvezet e voe war ur gwele leuniet a louzoù-frondus hag a c'hwezhioù-mat kempennet hervez arz ar frondour, hag e voe devet evitañ un niver bras-meurbet anezho.


Hag ez is da zor ar Feunteun hag etrezek stank ar Roue, met ne oa lec'h ebet ma c'hellfe tremen drezañ al loen dindanon.


En o c'hichen e tresas Shallum mab Halokesh, rener an hanter all eus bann Jeruzalem, eñ hag e verc'hed.


Malkija mab Rekab, rener bann Bet-Hakerem, a zresas dor an Teil; hec'h adsevel a reas, hag e lakaas he stalafioù, he morailhoù hag he frennoù.


War e lerc'h, al Levited a zresas gant Rehum mab Bani. En e gichen e tresas Hashabia, rener un hanter eus bann Keila, evit e vann.


En o c'hichen e tresas Refaja mab Hur, rener un hanter eus bann Jeruzalem.


graet em eus din stankoù-dour evit dourañ ar parkoù plantet a wez.


Setu amañ gwele Salomon. En-dro dezhañ ez eus tri-ugent den kadarn, eus ar re gadarnañ a zo en Israel,


graet hoc'h eus ivez ur mirlec'h etre an div voger, evit doureier ar stank kozh. Met n'hoc'h eus ket sellet ouzh an hini en deus graet kement-mañ, n'hoc'h eus ket gwelet an hini en deus e gempennet pell 'zo.


Gwelet hoc'h eus ar freuzoù niverus graet da gêr David, ha dastumet hoc'h eus an doureier eus ar stank izelañ,


An AOTROU a lavaras da Izaia: Kae da gavout Akaz, te ha Shear-Jashub da vab, war-zu penn kanol ar stank uhelañ, war hent park ar c'hommer,


Tud breudeur, aotreet eo din lavarout deoc’h gant hardizhegezh diwar-benn an uheldad David, penaos eo marv hag eo bet sebeliet. Emañ e vez c’hoazh hiziv en hon touez.


Halhul, Bet-Zur, Gedor,