Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ar Prezeger 2:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 graet em eus din stankoù-dour evit dourañ ar parkoù plantet a wez.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 2:6
7 Referencias Cruzadas  

Hag ez is da zor ar Feunteun hag etrezek stank ar Roue, met ne oa lec'h ebet ma c'hellfe tremen drezañ al loen dindanon.


hag ul lizher evit Azaf, gward koadeg ar roue, evit ma roio din koad evit frammoù dorojoù ar c'hreñvlec'h stag ouzh ti Doue, evit mogerioù kêr, hag evit an ti e-lec'h ma'z in. Hag ar roue a roas din kement-se, rak dorn mat va Doue a oa warnon.


Shallum mab Kolhoze, rener bann Mizpa, a zresas dor ar Feunteun; hec'h adsevel a reas, he goleiñ, hag e lakaas he stalafioù, he morailhoù hag he frennoù. Hag e reas moger stank Shela, tost ouzh liorzh ar Roue, betek ar skalieroù a ziskenn eus kêr David.


War e lerc'h, Nehemia mab Azbuk, rener un hanter eus bann Bet-Zur, a zresas betek dirak bezioù David, betek ar stank bet graet, ha betek ti ar Re Greñv.


Bez' e vo evel ur wezenn plantet war vord doureier-red, a ro e frouezh en e vare ha na c'hoeñv ket he delioù; kement a ra a zeuio da vat.


Da c'houzoug a zo evel un tour olifant. Da zaoulagad a zo poulloù en Hesbon, tost da zor Bat-Rabbim. Da fri a zo evel tour al Liban a sell war-zu Damask.


Bez' e vo evel ur wezenn plantet war vord an doureier, a astenn he gwrizioù a-hed un dour-red, ne welo ket pa zeuio an tommder, ha delienn a vo glas, ne vo ket enkrezet gant ur bloavezh sec'hor ha ne baouezo ket da zougen frouezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos