Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 7:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 An AOTROU a lavaras da Izaia: Kae da gavout Akaz, te ha Shear-Jashub da vab, war-zu penn kanol ar stank uhelañ, war hent park ar c'hommer,

Ver Capítulo Copiar




Izaia 7:3
14 Referencias Cruzadas  

Er seitekvet bloaz eus Pekak mab Remalia, e teuas da roue Akaz mab Jotam roue Juda.


Roue Asiria a gasas Tartan, Rabsariz ha Rabshake, eus Lakish da Jeruzalem, gant un arme vras, a-enep ar roue Ezekiaz. Pignat a rejont hag e teujont da Jeruzalem. P'o deus pignet, e teujont hag en em zalc'hjont e-kichen ar gorzenn dour eus ar stank uhelañ, war hent park ar c'hommer.


Diwar-benn nemorant oberoù Ezekiaz, e holl gurioù, ha penaos e reas ar stank hag ar gorzenn evit lakaat dour da vont e kêr, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda?


War e lerc'h, Nehemia mab Azbuk, rener un hanter eus bann Bet-Zur, a zresas betek dirak bezioù David, betek ar stank bet graet, ha betek ti ar Re Greñv.


Kae da gavout Faraon diouzh ar beure; setu, e teuio etrezek an dour, en em lakaat a ri dirazañ war ribl ar stêr, hag e kemeri ez torn ar wialenn a oa bet troet en naer.


An nemorant a zistroio, an nemorant eus Jakob, ouzh an Doue kreñv.


niveret hoc'h eus tiez Jeruzalem, diskaret hoc'h eus anezho evit kreñvaat ar voger,


graet hoc'h eus ivez ur mirlec'h etre an div voger, evit doureier ar stank kozh. Met n'hoc'h eus ket sellet ouzh an hini en deus graet kement-mañ, n'hoc'h eus ket gwelet an hini en deus e gempennet pell 'zo.


Goude-se roue Asiria a gasas Rabshake eus Lakish da Jeruzalem gant un arme bras, a-enep roue Ezekiaz. Hag en em zalc'has e-kichen ar gorzenn dour eus ar stank uhelañ, war hent park ar c'hommer.


Ra zilezo an den drouk e hent, hag an den direizh e soñjoù, ha ra zistroio d'an AOTROU en devo truez outañ, d'hon Doue a bardon gant largentez.


Ma chom c'hoazh un dekvedenn, e vint kuzumet d'o zro; met evel ma vir un dourmantinenn hag un dervenn o skosenn pa vezont diskaret, e teuio anezho ur skosenn, ul lignez santel.


Evel-henn e komz an AOTROU: Diskenn da di roue Juda, ha disklêr ennañ ar gomz-mañ:


Izaia ivez a sav e vouezh diwar-benn Israel: Pa vefe niver mibien Israel evel traezh ar mor, un nemorant hepken a vo salvet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos