Izaia 7:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
2 Hag e voe lavaret da di David: Kevrediñ a ra Siria gant Efraïm. Kalon Akaz ha kalon e bobl a voe brañsellet, evel ma vez brañsellet gwez ar c'hoadoù gant an avel.
Pa welas holl Israel ne selaoue ket ar roue anezho, e respontjont d'ar roue o lavarout: Peseurt lodenn hon eus gant David? N'hon eus hêrezh ebet gant mab Jese! Pep hini d'e deltennoù, Israel! Ha bremañ, David, pourvez da'z ti! Evel-se, holl Israel a yeas d'e deltennoù.
Hag e krias a-enep an aoter, a-berzh komz an AOTROU, hag e lavaras: Aoter, aoter, evel-henn e komz an AOTROU: Setu, ur mab a vo ganet e ti David, e anv a vo Jozia, lazhañ a raio warnout aberzhourien an uhellec'hioù a laka da vogediñ warnout, ha devet e vo warnout eskern tud.
Amazia a zispartias ar strolladoù a oa deuet dezhañ eus Efraim, evit ma tistrofent d'ar gêr. Met o fulor a entanas a-enep Juda, hag e tistrojont d'ar gêr gant ur fulor bras.
Neuze hiniennoù eus pennoù mibien Efraim, Azaria mab Jokanan, Berekia mab Meshillemod, Ezekiaz mab Shallum, hag Amasa mab Hadlai, a savas a-enep ar re a zeue en-dro eus ar brezel,
O zud a zo dinerzhet, spouronet ha mezhek. Deuet int evel geot ar parkeier hag evel ar c'hlasvez tener, evel foenn an toennoù, evel an ed devet a-raok ma vefe stummet e gorz.
Ma chom c'hoazh un dekvedenn, e vint kuzumet d'o zro; met evel ma vir un dourmantinenn hag un dervenn o skosenn pa vezont diskaret, e teuio anezho ur skosenn, ul lignez santel.
An AOTROU a lakaio da zont warnout, war da bobl ha war di da dad, dre roue Asiria, deizioù evel n'eus ket bet reoù heñvel outo, abaoe an deiz ma en em zispartias Efraim digant Juda.
Ti David, evel-henn e komz an AOTROU: Roit gwir adalek ar beure, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac'homer, gant aon na zeufe va c'hounnar da darzhañ evel un tan, ha na entanfe hep ma vefe den d'e vougañ, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù.