9 En o c'hichen e tresas Refaja mab Hur, rener un hanter eus bann Jeruzalem.
En o c'hichen e tresas Jedaja mab Harumaf dirak e di. En e gichen e tresas Hattush mab Hashabnia.
En o c'hichen e tresas Shallum mab Halokesh, rener an hanter all eus bann Jeruzalem, eñ hag e verc'hed.
War e lerc'h, Nehemia mab Azbuk, rener un hanter eus bann Bet-Zur, a zresas betek dirak bezioù David, betek ar stank bet graet, ha betek ti ar Re Greñv.
War e lerc'h, al Levited a zresas gant Rehum mab Bani. En e gichen e tresas Hashabia, rener un hanter eus bann Keila, evit e vann.