Piv bennak na zeufe ket dindan tri deiz, hervez ali ar pennoù hag an henaourien, e vefe lakaet da verz e holl vadoù, hag eñ e-unan lamet diouzh bodadeg re an harlu.
Nehemia 13:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag unan eus mibien Jojada mab Eliashib, an aberzhour-meur, a oa mab-kaer da Samballad an Horonad; ha me en kasas kuit diouzh va c'hichen. |
Piv bennak na zeufe ket dindan tri deiz, hervez ali ar pennoù hag an henaourien, e vefe lakaet da verz e holl vadoù, hag eñ e-unan lamet diouzh bodadeg re an harlu.
Jezua a voe tad da Jojakim, Jojakim a voe tad da Eliashib, Eliashib a voe tad da Jojada,
Diwar-benn al Levited, ar pennoù tadoù a voe enskrivet en amzer Eliashib, Jojada, Jokanan ha Jadua; diwar-benn an aberzhourien e voe dindan ren Dariuz ar Pers.
Gourdrouz a ris anezho, hag o milligis, hag e skois war hiniennoù, hag e tennis o blev dezho, hag o lakais da douiñ dre Zoue: Na roit ket ho merc'hed d'o mibien, na gemerit ket o merc'hed evit ho mibien nag evidoc'h.
Samballad an Horonad ha Tobija ar servijer Ammonad, o vezañ klevet-se, o doe un desped bras rak e oa deuet unan bennak d'ober vad da vibien Israel.
Met Samballad an Horonad, Tobija ar servijer Ammonad, ha Geshem an Arab, o vezañ klevet-se, a rejont goap ouzhimp hag hon disprizas o lavarout: Petra a rit? En em sevel a rit a-enep ar roue?
Eliashib an aberzhour-meur a savas gant e vreudeur an aberzhourien, hag ec'h adsavjont dor an Deñved, hag e santelajont anezhi. Lakaat a rejont he stalafioù, hag e santelajont anezhi betek tour Mea ha betek tour Hananeel.
Samballad o vezañ klevet ec'h adsavemp ar voger, a voe kounnaret ha droug ennañ-meurbet, ha goap a reas ouzh ar Yuzevien.
Bep mintin e tistrujin holl dud fall ar vro, evit tennañ kuit eus kêr an AOTROU an holl vicherourien a zireizhder.