Ar vaouez a lavaras da Elia: Anavezout a ran bremañ ez out un den Doue, hag ez eo ar wirionez komz an AOTROU ez kenoù.
Nehemia 12:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pennoù al Levited a oa: Hashabia, Sherebia, Jezua mab Kadmiel, hag o breudeur a-dal dezho, evit meuliñ ha trugarekaat, hervez gourc'hemenn David den Doue, ul lez-kanañ o respont d'egile. |
Ar vaouez a lavaras da Elia: Anavezout a ran bremañ ez out un den Doue, hag ez eo ar wirionez komz an AOTROU ez kenoù.
Hag e lakaas Levited evit ober ar servij dirak arc'h an AOTROU , evit eñvoriñ, trugarekaat ha meuliñ an AOTROU Doue Israel:
Lakaat a reas, hervez urzh David, kevrennoù an aberzhourien hervez o servijoù, hag al Levited hervez o c'hargoù, evit meuliñ hag evit servijañ dirak an aberzhourien, hervez ar servij pemdeziek, hag ar borzhierien hervez o c'hevrennoù, ouzh pep dor; rak evel-se en doa gourc'hemennet David, den Doue.
Matania mab Mika, mab Zabdi, mab Azaf, a oa mestr evit lañsañ ar meuleudioù er bedenn; ha Bakbukia, an eil a-douez e vreudeur; hag Abda mab Shammua, mab Galal, mab Jedutun;
Mibien Levi, ar pennoù tadoù a oa enskrivet e levr an Danevelloù betek amzer Jokanan mab Eliashib.
hag e vreudeur: Shemaja, Azareel, Milalai, Gilalai, Maai, Nataneel, Juda hag Hanani, gant binvioù-seniñ David den Doue; Ezdra ar skrib a oa en o raok.
Jezua, Bani, Sherebia, Jamin, Akkub, Shabtai, Hodija, Maaseja, Kelita, Azaria, Jozabad, Hanan, Pelaja, hag al Levited all, a zisplege d'ar bobl al lezenn, hag ar bobl en em zalc'he en o lec'h.
Jezua, Bani, Kadmiel, Shebania, Bunni, Sherebia, Bani ha Kenani a bignas war savenn al Levited, hag a grias a vouezh uhel d'an AOTROU o Doue.
Met te, den Doue, tec’h diouzh an traoù-se ha klask ar reizhder, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.
Mibien Juda a dostaas ouzh Jozue e Gilgal, ha Kaleb mab Jefune ar C'henizian a lavaras: Gouzout a rez ar pezh en deus lavaret an AOTROU da Voizez den Doue e Kadesh-Barnea.