Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 14:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Mibien Juda a dostaas ouzh Jozue e Gilgal, ha Kaleb mab Jefune ar C'henizian a lavaras: Gouzout a rez ar pezh en deus lavaret an AOTROU da Voizez den Doue e Kadesh-Barnea.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 14:6
30 Referencias Cruzadas  

Setu, un den Doue a zeuas eus Juda da Vetel, a-berzh komz an AOTROU, e-pad ma en em zalc'he Jeroboam ouzh an aoter evit lakaat da vogediñ.


Mont a reas war-lerc'h an den Doue, a gavas azezet dindan un dervenn, hag e lavaras dezhañ: Ha te eo an den Doue deuet eus Juda? Eñ a lavaras dezhañ: Me eo.


Elizea a lavaras: Er bloaz a zeu, d'ar mare-mañ, e vriati ur mab. Hi a lavaras: Nann, va aotrou, den Doue, na lavar ket gevier da'z servijerez!


Neuze e teuas eus Baal-Shalisha un den a zegasas da zen Doue bara ar frouezh kentañ, ugent baraenn heiz hag ed kentañ en e sac'h. Elizea a lavaras: Ro d'an dud-se, ma tebrint.


Hag hi a lavaras d'he gwaz: Setu, gouzout a ran ez eo un den santel a Zoue, an hini a zeu dalc'hmat d'hon ti.


Goude-se den Doue a sellas mat outañ ha pell, hag a ouelas.


Elizea a yeas da Zamask. Ben-Hadad roue Siria a oa gwall glañv, hag e voe lavaret dezhañ: Den Doue a zo deuet betek amañ.


Ha diwar-benn Moizez, den Doue, e vibien a voe niveret e meuriad Levi.


Pedenn Moizez, den Doue. Aotrou, bet out deomp ur repu, a oad da oad.


hag o degaset em eus da di an AOTROU, e kambr mibien Hanan, mab Jigdalia, den a Zoue, an hini a oa e-kichen kambr ar pennoù, a-us da gambr Maaseja mab Shallum, diwaller an treuzoù.


O vezañ erruet e teujont da gavout Moizez, Aaron hag holl vodadenn mibien Israel e gouelec'h Paran, e Kadesh, da rentañ kont dezho kenkoulz ha d'an holl vodadenn, o tiskouez dezho frouezh ar vro.


Kaleb a sioulaas ar bobl e-keñver Moizez hag a lavaras: Pignomp, kemeromp ar vro, ni a c'hell trec'hiñ warno!


evit meuriad Juda, Kaleb mab Jefune;


Va servijer Kaleb a zo bet buhezet gant ur spered all hag en deus heuliet ac'hanon penn-da-benn, me a lakaio anezhañ da vont er vro ma'z eo aet enni, hag e ziskennidi a berc'henno anezhi.


ned eot ket er vro am eus savet va dorn diwar he fenn o touiñ lakaat ac'hanoc'h da chom enni, nemet Kaleb mab Jefune ha Jozue mab Nun.


Jozue mab Nun ha Kaleb mab Jefune, a-douez ar re o doa spiet ar vro, a rogas o dilhad,


rak an AOTROU en doa lavaret anezho: A-dra-sur e varvint er gouelec'h ha ne chomo ket unan anezho, nemet Kaleb mab Jefune ha Jozue mab Nun.


nemet Kaleb mab Jefune ar C'henizian ha Jozue mab Nun, rak kerzhet o deus gant leunder war-lerc'h an AOTROU.


Moizez, den Doue, a vennigas mibien Israel dre ar vennozh da heul, kent mervel.


N'eo biskoazh savet profed ebet en Israel evel Moizez, en devoa anavezet anezhañ an AOTROU dremm ouzh dremm,


Moizez, servijer an AOTROU, a varvas eno, e bro Voab, hervez ger an AOTROU.


Met te, den Doue, tec’h diouzh an traoù-se ha klask ar reizhder, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.


evit ma vo an den a Zoue peurc’hraet ha prest da bep oberenn vat.


Neuze Jozue hag holl Israel gantañ a zistroas da gamp Gilgal.


Setu perak e voe Hebron da Galeb mab Jefune ar C'henizian da hêrezh betek hiziv, dre m'en doa heuliet en holl leunder an AOTROU Doue Israel.


Otniel mab Kenaz, breur Kaleb, a gemeras anezhi, hag e roas dezhañ Aksa e verc'h da wreg.


Ar bobl a bignas er-maez eus ar Jordan d'an dekvet deiz eus ar miz kentañ, hag e kampjont e Gilgal, e tu reter Jeriko.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos