5 Mibien Israel a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez, hag e lodennjont ar vro.
Mibien Israel a yeas hag a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez ha da Aaron. Ober a rejont evel-se.
Jozue a daolas ar sord evito e Silo dirak an AOTROU , ha Jozue a lodennas eno ar vro da vibien Israel, pep e lodenn.
hag e komzjont outo e Silo, e bro Ganaan, o lavarout: An AOTROU en deus gourc'hemennet dre c'henoù Moizez reiñ deomp kêrioù evit chom enno, gant an douaroù tro-dro evit hol loened.