Neuze holl dud Juda ha Benjamin en em zastumas e Jeruzalem dindan tri deiz. Kement-mañ a voe d'an navet miz, d'an ugentvet deiz eus ar miz. An holl bobl en em zalc'has war leurenn ti Doue, o krenañ gant an afer-se ha gant ar glav.
Nehemia 1:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Komzoù Nehemia mab Hakalia. Da viz Kislev, en ugentvet bloaz, evel ma oan e Suza ar gêrbenn, |
Neuze holl dud Juda ha Benjamin en em zastumas e Jeruzalem dindan tri deiz. Kement-mañ a voe d'an navet miz, d'an ugentvet deiz eus ar miz. An holl bobl en em zalc'has war leurenn ti Doue, o krenañ gant an afer-se ha gant ar glav.
Hiniennoù eus mibien Israel, aberzhourien, Levited, kanerien, porzhierien, Netiniz, a bignas ivez da Jeruzalem er seizhvet bloaz eus ar roue Artakserksez.
Da viz Nisan, en ugentvet bloaz eus ar roue Artakserksez, evel ma oa ar gwin dirazañ, e kemeris ar gwin hag en kinnigis d'ar roue. Ne oan bet biskoazh trist a-wel dezhañ.
Adalek an deiz ma voe gourc'hemennet din bezañ o gouarnour e bro Juda, adalek an ugentvet bloaz betek an eil bloaz ha tregont eus ar roue Artakserksez, e-pad daouzek vloaz, me ha va breudeur n'hon eus ket kemeret ar pezh a zo merket d'ar gouarnour.
en amzer-se, evel ma oa azezet ar roue Asueruz war dron e rouantelezh e Suza ar gêrbenn,
Ar rederien a hastas buan war c'hourc'hemenn ar roue, hag an urzh a voe ivez embannet e Suza ar gêrbenn. E-pad ma oa ar roue hag Haman azezet da evañ, kêr Suza a oa mantret.
Sellout a ris er weledigezh, ha setu e welis e oan e Suza, penn-kêr proviñs Elam. Sellout a ris er weledigezh, hag e oan tost da stêr Ulai.
Er pevare bloaz eus ar roue Dariuz, komz an AOTROU a voe disklêriet da Zakaria, d'ar pevare deiz eus an navet miz, a zo miz Kislev,