1 Er pevare bloaz eus ar roue Dariuz, komz an AOTROU a voe disklêriet da Zakaria, d'ar pevare deiz eus an navet miz, a zo miz Kislev,
Komzoù Nehemia mab Hakalia. Da viz Kislev, en ugentvet bloaz, evel ma oan e Suza ar gêrbenn,
D'ar pevare deiz warn-ugent eus ar navet miz, en eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed o lavarout:
Komz an AOTROU a voe disklêriet evit an eil gwech da Agge, d'ar pevare deiz warn-ugent eus ar miz, o lavarout:
D'an eizhvet miz eus eil bloaz Dariuz, komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Zakaria mab Berekia, mab Iddo, o lavarout:
Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: