Mazhev 9:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet hag a roas gloar da Zoue dre m’en doa roet un hevelep galloud d’an dud. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar bobl, o velet kement‐se a oe souezet, hag e veuljont Doue, pehini hen doa roet eun hevelep galloud d’an dud. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 En dud é huéled quement‐cé, e chomas bâmet, hag e drugaréquas en Eutru Doué, péhani en doé reit d’en dud ur guelloud quer bras. |
en hevelep doare ma voe souezhet an dud pa weljont ar re vut o komz, ar re vac’hagnet yac’haet, ar re gamm o kerzhout, ar re dall o welout. Hag e roent gloar da Zoue Israel.
Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.
Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù ha ma teuint da reiñ gloar d’ho Tad a zo en neñvoù.
Kerkent e savas hag, o vezañ kemeret e wele, ez eas er-maez dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet ha ma roent gloar da Zoue, o lavarout: Biskoazh n’hon eus gwelet kemend-all.
Souezhet meurbet, e lavarjont: Kement a ra a zo burzhudus, lakaat a ra zoken ar re vouzar da glevout hag ar re vut da gomz.
Kerkent ec’h adkavas ar gweled, hag ec’h heulias Jezuz o reiñ gloar da Zoue. An holl bobl, o welout kement-se, a veulas Doue.
Hag ar vesaerien a zistroas, en ur reiñ gloar ha meuleudi da Zoue evit kement o doa klevet ha gwelet, hervez ma oa bet lavaret dezho.
Ar c’hantener, o welout ar pezh a oa c’hoarvezet, a roas gloar da Zoue o lavarout: A dra sur, an den-mañ a oa reizh.
Ar spont a grogas enno holl hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo savet en hon touez ha Doue en deus gweladennet e bobl.
E kement-mañ eo e vo roet gloar da’m Zad, dougit kalz a frouezh. Hag e viot va diskibien.
O vezañ klevet an traoù-se, e sioulajont hag e rojont gloar da Zoue, o lavarout: Doue en deus eta roet ivez d’ar baganed ar geuzidigezh, evit m’o devo ar vuhez.
Pa glevjont anezhañ, e rojont gloar d’an Aotrou, hag e lavarjont dezhañ: Breur, gwelout a rez pet miliad a zo e-touez ar Yuzevien hag o deus kredet, hag int holl gredus evit al lezenn.
Kas a rejont eta anezho kuit gant gourdrouzoù bras, o vezañ na gavent ket an tu d’o c’hastizañ, abalamour d’ar bobl, rak an holl a roe gloar da Zoue evit ar pezh a oa c’hoarvezet.
Reiñ a raint eta gloar da Zoue evit ar sentidigezh a ziskouezoc’h e-keñver Aviel Krist dre brouenn ar sikour-se hag evit gwirionded ho tonezon en o c’heñver hag e-keñver an holl.
oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.