Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Pêr 2:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 o kaoud eur gomportamant vad e‐touez ar Jentiled, evit ma teuint da c’hlorifia Doue, deiz ar vizitation, o velet hoc’h oberou‐mad, e‐leac’h drougkomz divar ho pen, evel pa vec’h torfetourien.

Ver Capítulo Copiar




1 Pêr 2:12
46 Referencias Cruzadas  

Ar re zrouk o deus tennet ar c'hleze ha stegnet o gwareg, evit diskar ar paour hag an ezhommeg, evit lazhañ ar re a gerzh war an hent eeun.


An hini a ginnig ar veuleudi da aberzh a ro gloar din, ha d'an hini a daol evezh ouzh e hent, me a ziskouezo silvidigezh Doue.


Petra a reot en deiz ar varnedigezh, pa zeuio an distruj a-bell? Etrezek piv e tec'hot evit kaout sikour, ha pelec'h e lezot ho kloar?


Neuze ar vinistred hag ar satraped a glaskas an tu dereat da damall Daniel diwar-benn aferioù ar rouantelezh. Met ne c'hellent kavout tu ebet na fazi ebet, rak feal e oa. Ha ne veze kavet ennañ na mank na fazi.


A-walc’h eo d’an diskibl bezañ evel e vestr ha d’ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc’h ne c’halvint ket tud e diegezh.


Eürus e viot pa zeuio an dud d’ho tismegañsiñ, d’ho kwallgas ha da lavarout dre c’haou pep seurt droug a-enep deoc’h abalamour din,


Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù ha ma teuint da reiñ gloar d’ho Tad a zo en neñvoù.


Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet hag a roas gloar da Zoue dre m’en doa roet un hevelep galloud d’an dud.


Benniget ra vo an Aotrou, Doue Israel, dre m’en deus gweladennet ha dasprenet e bobl,


hag e tiskarint ac’hanout, te ha da vugale a zo en da greiz. Ne lezint ket maen war vaen abalamour na’c’h eus ket anavezet an amzer ma’z out bet gweladennet.


Eürus e viot pa gasaio an dud ac’hanoc’h, pa gasint kuit ac’hanoc’h eus o zouez, pa lavarint dismegañs deoc’h ha pa daolint hoc’h anv evel fall abalamour de Vab an den,


Pa voe aet kuit, Jezuz a lavaras: Bremañ roet eo bet gloar da Vab an den ha roet eo bet gloar da Zoue ennañ.


Simon en deus disklêriet penaos en deus Doue sellet ouzh ar baganed, evit dibab en o zouez ur bobl d’e anv.


ha ne c’hellont ket prouiñ an traoù a damallont din bremañ.


Pa voe degaset, ar Yuzevien deuet eus Jeruzalem en em lakaas en-dro dezhañ, o tougen a-enep Paol kalz a damalloù pouezus na c’hellent ket prouiñ.


met hon eus c’hoant da glevout ganit petra eo da soñjoù, rak diwar-benn ar sektenn-se ec’h ouzomp e komzer a-enep dezhi e pep lec’h.


Na rentit da zen droug evit droug. En em stagit ouzh ar pezh a zo onest dirak an holl dud.


Kerzhomp gant onestiz evel ma reer en deiz, ha nann en diroll hag er vezventi, en hudurniezh hag er c’hadaliezh, en tabutoù hag er gwarizioù.


An hini a servij Krist en doare-se a blij da Zoue hag a vez kavet mat gant an dud.


hag evit ma teuio ar baganed da reiñ gloar da Zoue abalamour d’e drugarez, evel ma’z eo skrivet: En abeg da-se ec’h anzavin ac’hanout e-touez ar broadoù, hag e veulin da anv.


hag evel-se traoù kuzhet e galon a vo disklêriet hag, o kouezhañ d’an douar, ec’h azeulo Doue hag ec’h embanno emañ e gwirionez Doue en ho touez.


Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.


Met e pedan Doue na reot droug ebet, nann evit ma seblantfemp bezañ kavet mat, met evit ma reot ar pezh a zo dereat d’ober, ha pa dlefemp bezañ evel diveulet hon-unan.


o klask ober ar pezh a zo mat, nann hepken dirak an Aotrou, met ivez dirak an dud.


En o zouez e vevemp holl gwechall, hervez droukc’hoantoù hor c’hig, oc’h oberiañ hervez youloù ar c’hig hag an ene, hag e oamp dre hon natur bugale a fulor evel ar re all.


da ziwiskañ, evit ar pezh a sell ouzh ho puhez tremenet, an den kozh a vrein gant droukc’hoantoù tromplus,


Lakait evezh hepken d’en em ren en un doare dellezek eus Aviel Krist, evit, pe e teuin d’ho kwelout pe e vin ezvezant, ma klevin lavarout ac’hanoc’h e talc’hit start en un hevelep spered da stourm gant un hevelep ene evit feiz an Aviel,


A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc’ho an holl draoù-se en ho soñjoù.


evit ma en em renot gant onestiz e-keñver ar re a-ziavaez ha ma n’ho po ezhomm eus tra ebet.


evit ar rouaned hag evit ar re holl a zo e kargoù uhel, evit ma c’hellimp ren ur vuhez peoc’hius ha sioul e pep doujañs-Doue hag e pep onestiz.


Ra ne zisprizo den da yaouankiz, met bez ur skouer d’ar gredourien, dre ar ger, dre ar gundu, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar c’hlanded.


he defe an testeni eus hec’h oberoù mat, an hini da vezañ savet he bugale, da vezañ degemeret an estrenien, gwalc’het o zreid d’ar sent, sikouret ar re c’hlac’haret, en em roet da beb seurt oberennoù mat.


Pedit evidomp, rak e kredomp kaout ur goustiañs vat, o c’hoantaat en em gunduiñ mat en holl draoù.


Ra vo ho kundu hep pizhoni, bezit laouen gant ar pezh hoc’h eus rak eñ e-unan en deus lavaret: A-dra-sur ne lezin ket ac’hanout ha ne guitain ket ac’hanout.


Ha bez’ ez eus en ho touez un den fur bennak ha skiantek? Ra ziskouezo e oberoù dre ur gundu vat gant douster ha furnez.


Rak bolontez Doue eo, ma serrot ar genoù da ziouiziegezh an dud dibourvez a skiant-vat en ur ober ar mad,


o kaout ur goustiañs vat, evit ma vo mezhekaet er pezh a lavar a-enep deoc’h ar re a zeu da damall ho kundu vat e Krist, evel pa vijec’h torfedourien.


Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


O vezañ ma tle an holl draoù-se eta bezañ teuzet, peseurt tud ne dlefec’h ket bezañ dre ar santelezh eus ho puhez ha dre an doujañs-Doue,


Chom a reas eta gourvezet ouzh e dreid betek ar mintin, hag e savas a-raok ma c'helled anavezout an eil egile. Boaz a lavaras: Ra ne vo ket gouezet ez eo deuet ur vaouez war al leur.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos