Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Mazhev 8:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ouzh e bediñ hag o lavarout: Aotrou, va mevel a zo gourvezet em zi, seizet eo hag emañ gwall boaniet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Aotrou! va mevel a zo gourvezet er gear klanv gant ar paralizi, hag eman en gwall boan. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Eutru, mé mès ur méhuel clan gued ur paralisi, péhani e hra dehou droug blaouah. |
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Ha setu, e tegasjont dezhañ un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d’an den seizet: Mab, kemer fiziañs, da bec’hedoù a zo pardonet dit.
Pa voe aet kuit an ael a gomze ouzh Korneli, e c’halvas daou eus e vevelien hag ur soudard a zouje Doue e-touez ar re en em zalc’he en e gichen.
Rak speredoù hudur a yeas kuit eus kalz a dud a oa dalc’het ganto, o leuskel kriadennoù bras, ha kalz a dud seizet ha kamm a voe yac’haet.
Kavout a reas eno un den anvet Ene, gourvezet war ur gwele eizh vloaz zo hag a oa seizet.
Amañ n’eus na Gresian na Yuzev, na den amdroc’het na diamdroc’h, na barbar na Skutad, na sklavour na den frank, met Krist a zo holl hag en holl.
Mistri, roit d’ho mevelien ar pezh a zo reizh ha leal, o c’houzout penaos hoc’h eus ivez ur Mestr en neñvoù.
Ar re o deus kredourien da vistri ra ne zisprizint ket anezho war digarez ez int breudeur, met ra servijint anezho gwelloc’h abalamour ma’z int kredourien ha re garet-mat, ha m’en em lakaont d’ober vat dezho. Desk an traoù-se hag ali anezho.
n’eo ket mui evel ur sklavour, met dreist ur sklavour, evel ur breur karet-mat, dreist-holl ganin-me ha muioc’h c’hoazh ganit-te, hervez ar c’hig hag hervez an Aotrou.