Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 4:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Mistri, roit d’ho mevelien ar pezh a zo reizh ha leal, o c’houzout penaos hoc’h eus ivez ur Mestr en neñvoù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Mistri, rentit d’ho servicherien ar peza c’houlen al lealded hag an honestis diganeoc’h, o c’houzout penaos, c’houi ive hoc’h euz eur Mestr en envou.

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 4:1
22 Referencias Cruzadas  

Mar gwelez en ur proviñs ar paour gwasket, an eeunder hag ar reizhder gwallet, na vez ket souezhet. Rak un den a zo savet uheloc'h eget an hini a zo uhel, hag a daol evezh outañ, ha bez' ez eus reoù uheloc'h egeto c'hoazh.


Perak hon eus yunet hep ma lakaez evezh? Perak hon eus glac'haret hon eneoù hep ma'c'h anavezez? Setu, en deiz ho yun e rit ar pezh a blij deoc'h hag e wallgasit ho mevelien.


Ne heskini ket da nesañ ha ne laeri ket anezhañ. Gopr an devezhour ne chomo ket ez ti betek an deiz war-lerc’h.


Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.


Lavarout a reas dezho: It ivez da’m gwinieg hag e roin deoc’h ar pezh a vo reizh. Hag ez ejont.


Erruout a reas eta, pa voe distroet goude bezañ kemeret e rouantelezh, ma c’hourc’hemennas gervel d’e gavout ar servijerien en doa roet arc’hant dezho, evit gouzout pegement en doa gounezet pep hini gantañ.


rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.


Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.


Stourm a raint a-enep an Oan hag an Oan o zrec’ho, abalamour ma’z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo gantañ eo ar re c’halvet ar re zibabet hag ar re feal.


War e vantell ha war e vorzhed e toug un anv skrivet: ROUE AR ROUANED, HAG AOTROU AN AOTROUNEZ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos