Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 3:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Met an hini a labour gant dislealded a resevo hervez e zislealded, ha n’eus van ebet eus diavaezioù an dud.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 Mes an hini a ra ar pez a zo injust, a recevo hervez he injustis; ha na vez diskouezet preferans e‐bed evit den.

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 3:25
22 Referencias Cruzadas  

Rak a-dra-sur e varvimp, hag omp heñvel ouzh an doureier a red war an douar ha ne vez ket dastumet. Ha Doue ne lam ket e vuhez digantañ, met fellout a ra dezhañ tremen hep kas pell dioutañ an hini kaset kuit.


Bremañ ra vo doujañs an AOTROU warnoc'h. Taolit evezh ouzh ar pezh a reot, rak n'eus ket a zireizhder en AOTROU hon Doue, ne ra van eus diavaez an den, nag eus degemeridigezh a brofoù.


Piv a ra van ebet eus ar re vras, ha n'anavez ket ar pinvidig muioc'h eget ar paour? Rak ez int holl oberoù e zaouarn.


Setu perak an dud a zouj anezhañ. Ne sell ket ouzh ar re a zo fur a galon.


Ne ri ket a zireizhder en da varnedigezh, ne zougi ket bri d’an den paour ha n’enori ket an den bras, met e varni da nesañ gant reizhder.


Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.


Ar re-mañ a c’houlennas digantañ: Mestr, gouzout a reomp e komzez hag e kelennez gant eeunder ha ne rez van a zen ebet, met e kelennez hent Doue hervez ar wirionez.


Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Anavezout a ran e gwirionez penaos Doue ne ra van eus diavaez an den,


Rak Doue ne ra van ebet eus diavaezioù an dud.


Rak ret eo deomp holl mont dirak lez-varn Krist, evit ma resevo pep hini hervez ar mad pe an droug en devo graet o vezañ en e gorf.


o c’houzout penaos pep hini, pe sklav, pe frank, a resevo digant an Aotrou hervez ar mad en devo graet.


Ha c’hwi mistri, grit en hevelep doare en o c’heñver ha dilezit ar gourdrouzoù, o c’houzout hoc’h eus ivez evelto ur Mestr en neñv, ha dirazañ n’eus van ebet eus diavaezioù an dud.


Ne reot van eus diavaez an dud er barnedigezhioù, selaou a reot an hini bihan evel an hini bras, n'ho po aon rak den ebet, rak ar varn a zo da Zoue, hag e lakaiot da zont dirazon an dra a vo re ziaes evidoc'h, ha me he c'hlevo.


Rak an AOTROU ho Toue eo Doue an doueoù had Aotrou an aotrounez, an Doue bras, galloudek ha spontus, na ra van ebet eus diavaezioù an dud ha na gemer ket a zonezon,


Mistri, roit d’ho mevelien ar pezh a zo reizh ha leal, o c’houzout penaos hoc’h eus ivez ur Mestr en neñvoù.


ra chomo pep hini hep touellañ pe droukc’hoantaat e vreur en aferioù, rak an Aotrou eo ar veñjer eus an holl draoù-se evel ma hon eus henn lavaret hag henn testeniet deoc’h.


Rak reizh eo dirak Doue ma rentfe ar glac’har d’ar re ho klac’har,


Mar en deus graet ur gaou bennak ouzhit pe mar dle dit un dra bennak, laka kement-se war va c’hont.


Rak mar d-eo bet galloudus ar gomz prezeget gant an aeled, ha mar he deus pep torridigezh ha pep disentidigezh resevet ur paeamant reizh,


Ha mar galvit Tad an hini a varn pep unan hervez e oberoù hep ober van eus den, en em renit eta gant doujañs e-pad an amzer hoc’h eus da dremen amañ,


Tud int ha ne reont nemet grozmolat, en em glemm bepred, a gerzh hervez o droukc’hoantoù, o genoù a lavar komzoù ourgouilhus, doujañ a reont tud dre interest.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos