Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 3:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 o c’houzout penaos e resevot digant an Aotrou gopr an hêrezh, rak e servijit Krist an Aotrou.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 o c’houzout penaos e recevfot digant an Aotrou ar recompans euz an heritach, rag c’houi a zervich Christ, an Aotrou.

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 3:24
31 Referencias Cruzadas  

Goude kement-se, komz an AOTROU a voe disklêriet da Abram en ur weledigezh, o lavarout: Na'z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c'hopr a vo bras-meurbet.


An hini drouk a ra ul labour a douell anezhañ, met d'an hini a had ar reizhder eo roet ur gopr asur.


An neb a zegemer ur profed en anv a brofed en devo ur gopr a brofed, hag an neb a zegemer un den reizh en anv a zen reizh en devo ur gopr a zen reizh.


en em laouenait ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded a zo bet araozoc’h.


Rak ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt gopr ho po? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se?


Pa yunit, na gemerit ket ur min trist evel ar bilpouzed, rak e tispennont o dremm evit diskouez d’an dud e yunont. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.


Pa bedez, na ra ket evel ar bilpouzed, rak e karont pediñ en o sav er sinagogennoù hag e kornioù ar straedoù, evit bezañ gwelet gant an dud. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.


hag e vi eürus dre ma ne c’hellont ket e rentañ dit. Rak rentet e vo dit en adsavidigezh ar re reizh.


Met karit hoc’h enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c’hwi a vo mibien an Uhel-Meurbet, abalamour ma’z eo mat e-keñver ar re zizanaoudek hag ar re fall.


Mar servij unan bennak ac’hanon, ra zeuio war va lerc’h, hag e-lec’h ma’z on, eno e vo ivez va servijer. Mar servij unan bennak ac’hanon, an Tad a enoro anezhañ.


Bremañ, breudeur, ho fiziout a ran e Doue hag e ger e c’hras, eñ hag a c’hell sevel ha reiñ deoc’h an hêrezh gant ar re holl a zo santelaet.


Paol, servijer Jezuz-Krist, galvet da vezañ abostol, lakaet a-du evit Aviel Doue


An hini a servij Krist en doare-se a blij da Zoue hag a vez kavet mat gant an dud.


Rak resevet em eus digant an Aotrou ar pezh am eus ivez kelennet deoc’h, penaos an Aotrou Jezuz, en noz ma oa droukroet, a gemeras bara


An hini a blant hag an hini a zoura a zo heñvel, ha pep hini a resevo e c’hopr e-unan hervez e labour e-unan.


Rak an hini a oa bet galvet en Aotrou pa oa sklav a zo frankiziad an Aotrou. En hevelep doare an hini a oa bet galvet pa oa frank a zo sklavour Krist.


Rak daoust ha klask a ran kendrec’hiñ an dud pe Doue? Ha klask a ran plijout d’an dud? Mar deufen da blijout d’an dud, ne vefen ket servijer Krist.


o servijañ anezho nann zoken dindan o daoulagad, evel ma klaskfec’h plijout d’an dud, met oc’h ober a galon vat bolontez Doue, evel servijerien Krist,


o c’houzout penaos pep hini, pe sklav, pe frank, a resevo digant an Aotrou hervez ar mad en devo graet.


Ra ne dapo den ar priz diganeoc’h dre un izelegezh a-ziavaez ha dre lid an aeled, o kemer preder eus traoù n’en deus ket gwelet, o vezañ c’hwezet a ourgouilh hep poell gant e skiant kigel,


Na zilezit ket eta ho fiziañs, ur gopr bras a vo ganti.


Hogen ne c’heller ket bezañ kavet plijus gantañ hep ar feiz, rak ret eo d’an hini a dosta ouzh Doue krediñ ez emañ hag e teu da vezañ ar gopraer eus ar re a glask anezhañ.


Ha dre-se eo an hanterour eus un emglev nevez, evit, ur wech paeet dre ar marv an torridigezhioù graet dindan an emglev kentañ, ma resevo ar re c’halvet ar bromesa eus un hêrezh peurbadus.


evit un hêrezh divreinus, didarch, diweñvus, ha lakaet a-du en neñv evidoc’h,


Simon-Pêr, servijer hag abostol Jezuz-Krist, d’ar re o deus resevet da lod ur feiz ken prizius hag hon hini, dre reizhder hon Doue ha Salver Jezuz-Krist:


Jud, servijer Jezuz-Krist ha breur Jakez, d’ar re a zo bet galvet e Doue an Tad, a zo bet santelaet hag a zo bet miret evit Jezuz-Krist:


Ra roio an AOTROU dit hervez ar pezh ac'h eus graet, ha ra vo da c'hopr leun a-berzh an AOTROU, Doue Israel, ma'z out deuet da fiziañ dindan e eskell!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos