Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 3:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Petra bennak ma reot, grit eñ a galon vat, evel o servijañ an Aotrou ha nann an dud,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 Ha kement tra a reot, grit‐hen a galonvad, evel evit an Aotrou, ha nann evit an dud;

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 3:23
18 Referencias Cruzadas  

En holl oberennoù a reas evit servij ti Doue, hag evit al lezenn, hag evit ar gourc'hemennoù, e klaskas e Zoue hag e labouras a-greiz e galon, hag e reas berzh.


Salm David. Va ene, bennig an AOTROU, ha ra vennigo kement a zo ennon e anv santel!


Da glask a ran eus kreiz va c'halon, na'm lez ket da zieñchañ pell diouzh da c'hourc'hemennoù!


Krial a ran a-greiz va c'halon, respont din, AOTROU, hag e virin da reolennoù.


Ro din skiant, hag e virin da lezenn, hag e heuilhin anezhi a-greiz va c'halon.


Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.


Hag en desped da gement-se holl, Juda he c'hoar c'hanas n'eo ket distroet ouzhin a-greiz he c'halon, met gant touell, eme an AOTROU.


Pa yunit, na gemerit ket ur min trist evel ar bilpouzed, rak e tispennont o dremm evit diskouez d’an dud e yunont. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.


An hini a laka kemm etre an deizioù, a laka kemm abalamour d’an Aotrou, hag an hini na laka kemm etrezo, na laka kemm abalamour d’an Aotrou. An hini a zebr, a zebr abalamour d’an Aotrou, rak trugarekaat a ra Doue, hag an hini na zebr ket, na zebr ket abalamour d’an Aotrou, ha trugarekaat a ra Doue.


Mar bevomp, e vevomp evit an Aotrou, ha mar marvomp, e varvomp evit an Aotrou. Pe eta e vevomp, pe e varvomp, ez omp d’an Aotrou.


Gwragez, plegit d’hoc’h ezhec’h hoc’h-unan evel d’an Aotrou,


Petra bennak ma reot, dre gomz pe dre ober, grit holl en anv an Aotrou Jezuz, o trugarekaat drezañ Doue an Tad.


O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,


Plegit eta, abalamour d’an Aotrou, da gement tra ensvet gant an dud, pe d’ar roue evel d’an hini a zo dreist ar re all,


Rak bolontez Doue eo, ma serrot ar genoù da ziouiziegezh an dud dibourvez a skiant-vat en ur ober ar mad,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos