Mazhev 8:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An dud-se a voe souezhet hag a lavaras: Piv eo hemañ, ma sent zoken an avelioù hag ar mor outañ? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an dud‐se a oe souezet, hag e lavarent: Pe seurt den eo he‐man, ma teu an avelou hag ar mor da zenti outhan? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Souéhét bras oé bet er ré e oé ino, hag ind e larai: Péh dén‐é hennéh, er môr hag en ahuél e sénte doh‐t‐hou? |
en hevelep doare ma voe souezhet an dud pa weljont ar re vut o komz, ar re vac’hagnet yac’haet, ar re gamm o kerzhout, ar re dall o welout. Hag e roent gloar da Zoue Israel.
Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet hag a lavaras d’ar re en heulie: Me a lavar deoc’h e gwirionez, ne’m eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
Lavarout a reas dezho: Perak hoc’h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c’hourdrouzas d’an avelioù ha d’ar mor, hag e voe ur sioulder bras.
Pa voe tremenet en tu all, e bro ar C’hergezeniz, daou zen dalc’het gant diaouled, o tont eus ar bezioù, a zeuas d’e gavout. Ken dañjerus e oant ma ne c’helle den tremen dre an hent-se.
Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c’houlennent etrezo: Petra eo kement-mañ? Petra eo ar gelennadurezh nevez-mañ? Rak gant galloud e c’hourc’hemenn d’ar speredoù hudur zoken, hag e sentont outañ.
Pignat a reas ganto er vag hag an avel a baouezas. Souezhet meurbet e voent enno o-unan ha leuniet a estlamm,
Souezhet meurbet, e lavarjont: Kement a ra a zo burzhudus, lakaat a ra zoken ar re vouzar da glevout hag ar re vut da gomz.