Va c'halon a virvilh evit disklêriañ ur gomz burzhudus. Lavarout a ran: Va oberenn a vo evit ar roue, va zeod a vo evel pluenn ur skrivagner ampart.
Mazhev 7:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned P’en doe Jezuz peurlavaret ar c’homzoù-mañ, ar bobl a voe souezhet gant e gelennadurezh, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen pa hen devoe Jesus peur‐lavaretar c’homzou‐man, ar bobl a oe souezet gant he gelennadurez; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha pe en doé Jesus per‐laret er conzeu‐men, en dud‐zé e oé souèhet gued é guélen; |
Va c'halon a virvilh evit disklêriañ ur gomz burzhudus. Lavarout a ran: Va oberenn a vo evit ar roue, va zeod a vo evel pluenn ur skrivagner ampart.
P’en doe Jezuz echuet da reiñ e gemennoù d’e zaouzek diskibl, ez eas ac’hane da gelenn ha da brezeg en o c’hêrioù.
P’en doe Jezuz peurlavaret ar c’homzoù-se, ez eas kuit eus Galilea hag e teuas e kostezioù Judea en tu all d’ar Jordan.
Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c’hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se, ha kouezhet eo ha bras eo bet e ziskar.
Souezhet e oant gant e gelennadurezh, rak o deskiñ a rae evel unan a oa galloud gantañ ha nann evel ar skribed.
Ar skribed hag ar veleien vras, o vezañ klevet kement-se, a glaskas an doare d’e lakaat d’ar marv. Rak aon o doa dirazañ, abalamour an holl bobl a oa souezhet bras gant e gelennadurezh.
Pa zeuas ar sabad, en em lakaas da gelenn er sinagogenn. Kalz eus ar re en kleve a voe souezhet hag a lavaras: A-belec’h e teu an traoù-se d’an den-mañ? Petra eo ar furnez-se a zo bet roet dezhañ hag ar mirakloù bras en em ra dre e zaouarn?
An holl a roas testeni dezhañ hag a voe souezhet eus ar c’homzoù a c’hras a zeue eus e c’henoù, hag e lavarjont: Ha n’eo ket hemañ mab Jozef?
Goude m’en doa peurlavaret ar c’homzoù-mañ dirak ar bobl a oa ouzh e selaou, ez eas da Gafarnaoum.
Ar Yuzevien a voe souezhet hag a lavaras: Penaos ec’h anavez an den-mañ ar Skriturioù, pa n’en deus ket o desket?