Komz a reas eta o lavarout: Gwechall e veze lavaret alies: Ret eo mont da c'houlenn ali digant Abel, hag a dra a veze graet.
Mazhev 5:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Klevet hoc’h eus penaos eo bet lavaret d’ar re gozh: Ne vuntri ket, piv bennak a vuntro a zellezo bezañ barnet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Klevet hoc’h euz eo bet lavaret d’ar re goz: Na lazi ket; ha piou‐benag a lazo a vezo punissabl dre ar barnerien. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Guéharall, el m’ar gouyet éma bet laret: Ne lahét quet, rac en nemb e lahou e vou varnet dré er varn. |
Komz a reas eta o lavarout: Gwechall e veze lavaret alies: Ret eo mont da c'houlenn ali digant Abel, hag a dra a veze graet.
Bez' e vo ar c'hêrioù-se evidoc'h lec'hioù-repuiñ rak ar veñjer, evit na varvo ket ar muntrer a-raok mont dirak ar vodadenn evit bezañ barnet.
Klevet hoc’h eus c’hoazh penaos eo bet lavaret d’ar re gozh: Ne doui ket e gaou, met derc’hel a ri e-keñver an Aotrou d’al leoù az po graet.
Klevet hoc’h eus penaos eo bet lavaret d’ar re gozh: Lagad evit lagad ha dant evit dant.
Lakaat a ri barnerien hag ofiserien en holl c'hêrioù a roio an AOTROU da Zoue dit, hervez da veuriadoù. Hag e tougint barnedigezhioù reizh d'ar bobl.
Piv bennak a gasa e vreur a zo ur muntrer, ha gouzout a rit penaos muntrer ebet n’en deus ar vuhez peurbadus o chom ennañ.