Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Yann 3:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Piv bennak a gasa e vreur a zo ur muntrer, ha gouzout a rit penaos muntrer ebet n’en deus ar vuhez peurbadus o chom ennañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Piou‐benag hen deuz kaz ouz he vreur a zo eur muntrer; ha gouzoud a rit penaos muntrer e‐bed n’hen deuz enhan ar vuez eternel.

Ver Capítulo Copiar




1 Yann 3:15
19 Referencias Cruzadas  

Ezaü a gasaas Jakob abalamour d'ar vennozh en doa roet dezhañ e dad. Hag Ezaü a lavaras en e galon: Deizioù kañv va zad a dosta hag e lazhin Jakob va breur.


Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c’hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.


Herodiaz he doa droug outañ hag a c’hoantae e lakaat d’ar marv. Met ne c’helle ket,


met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n’en devo biken mui sec’hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.


Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.


Pa voe deuet an deiz, hiniennoù eus ar Yuzevien a reas un irienn hag en em ereas dre leoù, o lavarout na zebrjent ha na evjent ket ken n’o dije lazhet Paol.


Mont a rejont da gavout ar veleien vras hag an henaourien, hag e lavarjont: En em ereet hon eus dre leoù penaos na lonkimp netra ken n’hor bo lazhet Paol.


Met p'en devo un den kasaet e nesañ, stegnet pechoù dezhañ, en em savet a-enep dezhañ, ha m'en devo skoet gantañ d'ar marv, mar tec'h en unan eus ar c'hêrioù-se,


Hag an droukc’hoant, pa’z en deus koñsevet, a c’han ar pec’hed. Hag ar pec’hed, pa’z eo kaset da benn, a c’han ar marv.


o vezañ bet eil-c’hanet nann dre un had breinus met dre un had divreinus, dre c’her Doue a vev hag a chom da viken.


Met an hini a gasa e vreur a zo en deñvalijenn hag a gerzh en deñvalijenn, ne oar ket pelec’h ez a, rak an deñvalijenn he deus dallet e zaoulagad.


An hini a lavar emañ er sklêrijenn, hag a gasa e vreur, a zo c’hoazh bremañ en deñvalijenn.


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos