Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Yann 3:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Ni a oar penaos omp tremenet eus ar marv d’ar vuhez, o vezañ ma karomp ar vreudeur. An hini na gar ket e vreur a chom er marv.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Pa garomp hor breudeur, ec’h anavezomp ez omp tremenet euz ar maro d’ar vuez. An hini na gar ket he vreur a choum er maro.

Ver Capítulo Copiar




1 Yann 3:14
31 Referencias Cruzadas  

Er sent hag en eneoù hael a zo war an douar eo e kavan va holl blijadur.


An den a bella diouzh hent ar poell, en devo e chomlec'h e bodadenn ar re varv.


Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.


rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d’en em laouenaat.


Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet.


rak karout a ra hor broad, eñ eo en deus savet deomp hor sinagogenn.


Dre gement-mañ ec’h anavezo an holl ez oc’h va diskibien, ma hoc’h eus karantez an eil evit egile.


Setu va gourc’hemenn, ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet.


Ar pezh a c’hourc’hemennan deoc’h eo ma en em garot an eil egile.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.


Gouzout a reomp a dra sur penaos mar d-eo distrujet hon tabernakl, hor chomlec’h douarel-mañ, hon eus en neñvoù un ti a zo eus Doue, un ti peurbadus n’eo ket graet gant dorn an den.


Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,


Dre-se, o vezañ ivez klevet komz eus ho feiz en Aotrou Jezuz hag eus ho karantez e-keñver an holl sent,


C’hwi a oa marv en ho faotoù hag en ho pec’hedoù,


pa oamp marv en hor pec’hedoù, en deus hon degaset asambles d’ar vuhez e Krist, dre c’hras eo oc’h bet salvet,


o vezañ klevet diwar-benn ho feiz e Jezuz-Krist hag ho karantez evit an holl sent,


E keñver ar garantez etre breudeur, n’hoc’h eus ket ezhomm e vefe skrivet deoc’h, rak hoc’h-unan hoc’h eus desket digant Doue karout an eil egile,


Ra bado ar garantez a vreudeur.


O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,


A-hend-all, bezit holl eus un hevelep santad, truezus, oc’h en em garout evel breudeur, leun a drugarez, a volontez vat,


gant an doujañs-Doue ar vadelezh a vreur, gant ar vadelezh a vreur ar garantez.


Dre gement-mañ ec’h ouzomp hon eus e anavezet: mar miromp e c’hourc’hemennoù.


Ha kement-mañ eo e c’hourc’hemenn: ma kredimp en anv e Vab Jezuz-Krist ha ma en em garimp an eil egile, evel m’en deus gourc’hemennet deomp.


Den n’eus biskoazh gwelet Doue. Mar en em garomp an eil egile, Doue a chom ennomp hag e garantez a zo peurc’hraet ennomp.


Skrivet em eus deoc’h an traoù-mañ, deoc’h-c’hwi hag a gred en anv Mab Doue, evit ma ouiot hoc’h eus ar vuhez peurbadus, hag evit ma c’hellot krediñ en anv Mab Doue.


Dre gement-mañ ec’h ouzomp e karomp bugale Doue: o vezañ ma karomp Doue ha ma viromp e c’hourc’hemennoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos