Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Yann 3:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Breudeur, na vezit ket souezhet e kasafe ar bed ac’hanoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Breudeur, na vezit ket souezet mar deu ar bed d’ho kasaad.

Ver Capítulo Copiar




1 Yann 3:13
18 Referencias Cruzadas  

An den direizh a zo un euzhusted evit ar re reizh, hag an den eeun a zo un euzhusted evit ar re zrouk.


Mar gwelez en ur proviñs ar paour gwasket, an eeunder hag ar reizhder gwallet, na vez ket souezhet. Rak un den a zo savet uheloc'h eget an hini a zo uhel, hag a daol evezh outañ, ha bez' ez eus reoù uheloc'h egeto c'hoazh.


Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.


Neuze e roint ac’hanoc’h evit bezañ poaniet hag e lazhint ac’hanoc’h, hag e viot kasaet gant an holl vroadoù abalamour da’m anv.


Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.


Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv.


Eürus e viot pa gasaio an dud ac’hanoc’h, pa gasint kuit ac’hanoc’h eus o zouez, pa lavarint dismegañs deoc’h ha pa daolint hoc’h anv evel fall abalamour de Vab an den,


Kas a raint ac’hanoc’h kuit eus o sinagogennoù, hag an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d’ar marv reiñ ul lid da Zoue.


Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.


Roet em eus dezho da c’her hag ar bed en deus kasaet anezho, abalamour n’int ket eus ar bed, evel n’on ket va-unan eus ar bed.


Na vez ket souezhet ma lavaran dit: Ret eo ma viot ganet eus an nec’h.


Ar bed ne c’hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac’hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ penaos eo fall e oberoù.


Pêr, o welout kement-se, a lavaras d’ar bobl: Tud Israel, perak oc’h souezhet a gement-mañ? Perak e virit ho taoulagad paret warnomp, evel pa vefe dre hor galloud hon-unan pe dre hon doujañs-Doue hor befe lakaet an den-mañ da gerzhout?


rak karantez ar c’hig a zo enebiezh ouzh Doue, dre na sent ket ouzh lezenn Doue hag evit gwir ne c’hell ket henn ober.


Ya, kement hini a fell dezhañ bevañ hervez an doujañs-Doue e Jezuz-Krist a vo heskinet.


Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.


Neuze an ael a lavaras din: Perak ez out souezhet? Me a lavaro dit mister ar wreg hag al loen a zoug anezhi, en deus seizh penn ha dek korn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos