Mazhev 26:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur, ar spered a zo buan met ar c’hig a zo dinerzh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Beillit ha pedit, gant aoun ne zeufec’h da gweza en dentation; rag ar spered a zo pront, mes ar c’hig a zo sempl. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 En n’hum dalhet dihousquet ha pedet eit ne gouéhehèt quet én goal‐chongeu. Rag er sperèd e zou bean, hag er hicg e zou goann. |
ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.
Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur, ar spered a zo buan met ar c’hig a zo dinerzh.
pardon deomp hor pec’hedoù, rak ni a bardon ivez d’ar re holl o deus manket ouzhimp, ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug.
Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec’hout diouzh an holl draoù-se a dle c’hoarvezout, ha da badout dirak Mab an den.
hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur.
Ar re a zo war al lec’hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, e zegemer gant levenez, met n’o deus ket a wrizienn, ne gredont nemet ur pennad ha pa zeu an temptadur, e kouezhont.
Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,
Temptadur ebet n’eo deuet deoc’h ha na vefe ket kumun d’an dud. Met Doue a zo feal ha ne lezo ket ho temptañ en tu all d’ho nerzh ha, gant an temptadur, e tiskouezo ivez an hent da zont er-maez evit ma c’hellot e c’houzañv.
Met bloñsañ a ran va c’horf hag e lakaan anezhañ da blegañ din, gant aon na vefen taolet kuit va-unan goude bezañ prezeget d’ar re all.
Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c’hig gant e youloù drouk hag e c’hoantegezhioù.
o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, o veilhañ war gement-se gant dalc’husted hag o pediñ evit an holl sent,
Bezit poellek, beilhit, rak hoc’h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c’hello lonkañ.
an Aotrou a oar mirout eus an amprouenn ar re a zouj anezhañ ha derc’hel ar re zireizh da vezañ kastizet da zeiz ar varn,
Setu, e teuan evel ul laer. Eürus an hini a veilh hag a ziwall e zilhad, evit na gerzho ket en noazh ha na vo ket gwelet e vezh.
Abalamour ma ec’h eus miret ger va dalc’husted, me va-unan a viro ac’hanout en eur an temptadur a dle dont war ar bed holl evit amprouiñ ar re a chom war an douar.