Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 26:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

38 Neuze e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv, chomit amañ ha beilhit ganin.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

38 Hag e lavaraz dezhe: Va ene a zo trist beteg ar maro; choumit aman ha beillit ganen.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

38 Nezé ean e laras: Glaharus é m’inean bet er marhue: chomet a‐men, dihousquet caër guet‐n’eign.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 26:38
19 Referencias Cruzadas  

Ereoù ar marv o doa va c'helc'hiet, enkrezioù ar bez o doa kroget ennon, kavet em boa an estrenvan hag ar glac'har,


Pa em eus soñj a gement-mañ, e tremenan e eñvor em c'halon: Kerzhout a raen e-kreiz ar bobl, mont a raen en he fenn betek ti va Doue, gant kriadennoù a levenez hag a veuleudi, e-touez un engroez o c'houeliañ.


Diwisket em eus va sae, penaos e wiskin anezhi en-dro? Gwalc'het em eus va zreid, penaos e louzin anezho en-dro?


Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.


Setu perak e roin e lod dezhañ e-touez ar re vras. Lodennañ a raio e breizh gant ar re c'halloudek, dre m'en deus roet e ene d'ar marv, dre m'eo bet lakaet e renk an dorfedourien, dre m'en deus douget pec'hedoù kalz a dud, ha dre m'en deus erbedet evit an drougobererien.


Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.


Beilhit eta, rak n’ouzoc’h nag an deiz nag an eur ma teuio Mab an den.


Lavarout a reas dezho: Trist eo va ene betek ar marv, chomit amañ ha beilhit.


Bremañ va ene a zo trubuilhet. Ha petra a lavarin? Tad, savete ac’hanon eus an eur-mañ? Met evit kement-se eo ez on deuet en eur-mañ.


Eñ ha n’en deus ket espernet e Vab e-unan, met en deus e roet evidomp holl, penaos ne roio ket pep tra deomp gantañ?


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,


eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


Diwezh an holl draoù a dosta. Bezit eta fur hag aketus er pedennoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos