Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 3:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Abalamour ma ec’h eus miret ger va dalc’husted, me va-unan a viro ac’hanout en eur an temptadur a dle dont war ar bed holl evit amprouiñ ar re a chom war an douar.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Abalamour ma ec’h euz miret ar ger euz va fatianted, me ive a viro ac’hanoud euz a heur an dentation pehini a dle dond var ar bed holl, evit amprouv ar re a zo o choum var an douar.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 3:10
30 Referencias Cruzadas  

Ar spouron, ar poull hag ar roued a zo warnout, o annezer an douar!


Meur a hini a vo glanaet, gwennaet hag amprouet. Ar re zrouk a oberio gant drougiezh, ha den drouk ebet ne gompreno, met ar re fur a gompreno.


An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.


An Aviel-mañ eus ar rouantelezh a vo prezeget er bed a-bezh evit reiñ testeni d’an holl vroadoù. Neuze e teuio ar fin.


Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur, ar spered a zo buan met ar c’hig a zo dinerzh.


ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos el lec’hioù ma vo an Aviel-mañ prezeget dre ar bed holl, ar pezh he deus graet ar wreg-mañ a vo ivez lavaret en eñvor anezhi.


En amzer-se e voe embannet ul lezenn a-berzh Kezar-Aogust, evit ma vije graet ar gont eus tud ar bed holl.


Disklêriet em eus da anv d’an dud ac’h eus roet din eus ar bed. Dit e oant, hag ec’h eus o roet din, hag o deus miret da c’her.


Da gentañ e trugarekaan va Doue dre Jezuz-Krist evidoc’h holl, abalamour ma’z eo ho feiz brudet mat dre ar bed holl.


Temptadur ebet n’eo deuet deoc’h ha na vefe ket kumun d’an dud. Met Doue a zo feal ha ne lezo ket ho temptañ en tu all d’ho nerzh ha, gant an temptadur, e tiskouezo ivez an hent da zont er-maez evit ma c’hellot e c’houzañv.


Dre-se kemerit ganeoc’h harnez Doue en e bezh, evit ma c’hellot chom start en deizioù fall hag, o vezañ kendrec’het pep tra, e talc’hot start.


mar gouzañvomp gantañ, e renimp ivez gantañ; mar nac’homp anezhañ, e nac’ho ivez ac’hanomp;


Va breudeur, hag e c’hell ur wezenn-fiez reiñ olivez, pe ur winienn fiez? Evel-se feunteun ebet ne c’hell reiñ dour sall ha dour dous.


Re garet-mat, ne vezit ket souezhet ma ez eus ur fornez en ho touez evit hoc’h amprouiñ, evel ma c’hoarvezfe ganeoc’h un dra iskis bennak.


an Aotrou a oar mirout eus an amprouenn ar re a zouj anezhañ ha derc’hel ar re zireizh da vezañ kastizet da zeiz ar varn,


Me, ho preur Yann, unanet deoc’h en anken, er rouantelezh hag er c’hendalc’husted e Jezuz-Krist, edon en enezenn anvet Patmoz abalamour da c’her Doue hag abalamour da desteni Jezuz-Krist.


Tud an douar en em laouenaio diwar o fenn hag en em roio d’al levenez, hag e kasint profoù an eil d’egile abalamour m’o devo an daou brofed-se trubuilhet tud an douar.


Mar kas unan bennak e sklaverezh, e yelo e sklaverezh. Mar lazh unan bennak gant ar c’hleze, eo ret e vo lazhet gant ar c’hleze. Amañ emañ pasianted ha feiz ar sent.


Touellañ a reas ar re a chome war an douar dre ar burzhudoù a oa bet roet dezhañ d’ober dirak al loen, o lavarout da dud an douar ober ur skeudenn d’al loen, an hini a oa c’hoazh bev goude bezañ resevet an taol digant ar c’hleze.


Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n’eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d’ar marv.


Amañ emañ pasianted ar sent, amañ emañ ar re a vir gourc’hemennoù Doue ha feiz Jezuz.


Gwelout a ris un ael all a nije e-kreiz an neñv, o tougen an Aviel peurbadus evit e brezeg d’ar re a chom war an douar, da bep broad, da bep meuriad, da bep yezh ha da bep pobl.


Rak speredoù diaouled eo, a ra burzhudoù hag a ya etrezek rouaned an douar hag ar bed holl, d’o dastum evit emgann deiz bras an Doue holl-c’halloudek.


Rouaned an douar o deus graet gastaouerezh ganti, ha mezvet he deus ar re a chom war an douar gant gwin he gastaouerezh.


Al loen ac’h eus gwelet a zo bet ha n’emañ ken. Dleout a ra sevel eus an donder ha mont er gollidigezh. Ar re a chom war an douar ha n’eo ket bet skrivet o anvioù el levr a vuhez adalek krouidigezh ar bed a vo souezhet o welout al loen, rak bet e oa ha n’emañ ken, petra bennak ma’z emañ c’hoazh.


Na’z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c’houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac’hanoc’h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.


Anavezout a ran da oberoù. Setu, digoret em eus un nor dirazout ha den ne c’hell he serriñ, dre ma ec’h eus bet nebeut a nerzh, ma ec’h eus miret va ger ha ma ne’c’h eus ket nac’het va anv.


Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Aotrou santel ha gwirion, pegeit e chomi hep barn hag hep veñjiñ hor gwad war ar re a chom war an douar?


Me a welas hag a glevas un ael a nije dre greiz an neñv, o lavarout gant ur vouezh kreñv: Gwalleur, gwalleur, gwalleur d’an dud a chom war an douar, abalamour da son trompilhoù an tri ael a dle c’hoazh seniñ!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos