Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 3:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Abalamour ma ec’h euz miret ar ger euz va fatianted, me ive a viro ac’hanoud euz a heur an dentation pehini a dle dond var ar bed holl, evit amprouv ar re a zo o choum var an douar.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Abalamour ma ec’h eus miret ger va dalc’husted, me va-unan a viro ac’hanout en eur an temptadur a dle dont war ar bed holl evit amprouiñ ar re a chom war an douar.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 3:10
30 Referencias Cruzadas  

Hag an aviel‐man euz ar rouantelez a vezo prezeget dre ar bed holl, en testeni d’an holl nationou; ha neuze e teuio ar fin.


Beillit ha pedit, gant aoun ne zeufec’h da gweza en dentation; rag ar spered a zo pront, mes ar c’hig a zo sempl.


ha n’hon lez ket da gweza en dentation; mes delivr ac’hanomp diouz an droug. Rag d’id eo ar rouantelez, ar galloud, hag ar gloar da viken. Amen!


E gwirionez hen lavaran deoc’h, e pe leac’h‐benag dre ar bed holl ma vezo prezeget an aviel‐man, ar pez he deuz great a vezo lavaret ive e memor anezhi.


En amzer‐ze, e oe embannet eun urz a‐berz Cezar‐Augustus, evit ma vije countet an niver euz an dud a oa var ar bed holl.


Discleriet em euz da hano d’an dud euz ar bed ec’h euz roet d’in; d’id e oant, hag ec’h euz ho roet d’in, hag ho deuz miret da c’her.


Araog pep tra, e rentan gras evidoc’h holl d’am Doue, dre Jesus‐Christ, abalamour ma’z eo ho feiz brudet dre ar bed holl.


N’eo c’hoarvezet ganeoc’h tentation e‐bed, hag a vez bet dreist nerz an den. Hogen, Doue a zo fidel, ha na bermeto ket e vec’h tentet en tu‐all d’ho nerz; mes gant an dentation e tiskouezo ive an hent da zond er meaz anezhi, evit ma c’hellot he anduri.


Rag‐se kemerit holl armou Doue, evit ma c’hellot derc’hel stard en devez fall, ha goude beza trec’het pep tra, choum en ho sa.


Mar gouzanvomp assambles ganthan, e renimp ive assambles ganthan; mar nac’homp anezhan, hen ive a nac’ho ac’hanomp;


Va breudeur, eur vezen‐fiez, hag hi a hell rei olivez; pe eur winien, rei fiez? Evel‐se feunteun e‐bed na hell rei dour sall ha dour dous.


Breudeur muia‐karet, na vezit ket souezet m’az euz eur fournes a dan en ho touez, evit hoc’h amprouvi, evel ma c’hoarvezfe ganeoc’h eun dra estranj‐benag.


an Aotrou a ouezo delivra euz an dentation an dud a rent henor dezhan, ha derc’hel ar re injust evit beza punisset deiz ar varn;


Me, Ian, ho preur hag ho consort en drubuil hag er rouantelez, hag er batianted en Jesus‐Christ, a oa en enezen a c’halver Patmos, abalamour da c’her Doue, ha d’an desteni a Jesus‐Christ.


Hag an dud a choum var an douar en em rejouisso abalamour dezhe, hag en em roio d’al levenez, hag e kassint prezanchou an eil d’egile, rag an daou brofet‐se ho devezo tourmantet habitanted an douar.


Mar d’euz unan‐benag hag a gas d’ar gaptivite, ez ai he‐unan d’ar gaptivite; mar d’euz unan‐benag hag a laz gant ar c’hleze, e ranko he‐unan beza lazet gant ar c’hleze; aman ema patianted ha feiz ar zent.


Ha trompla a rea an dud a oa var an douar, dre ar burzudou a oe roet ar galloud dezhan da ober dirag al loen, o lavaret d’an dud euz an douar ober eun imach d’al loen, pehini goude beza bet taol ar maro digant ar c’hleze, a oa c’hoas en buez.


Hag ar re holl a zo o choum var an douar, ha n’eo ket scrivet ho hanoiou, adaleg crouidigez ar bed, el levr a vuez euz an Oan a zo bet lakeat d’ar maro, a adoraz anezhan.


Setu aman patianted ar zent, setu aman ar re a vir gourc’hemenou Doue, ha feiz Jesus.


Hag e veliz eun eal all o nijal dre greiz an env, hag an Aviel eternel ganthan, evit he brezeg d’ar re a zo o choum var an douar, da bep nation, da bep tribu, da bep langach ha da bep pobl,


Rag ar re‐ze a zo sperejou diaoulou, pere a ra burzudou, pere a ia etrezeg rouane an douar hag ar bed holl, evit ho dastum assambles evit ar gombat vraz euz a zervez an Doue holl‐c’halloudec.


gant pehini rouane an douar ho deuz great traou mezus, ha pehini he deuz mezviet habitanted an douar gant ar gwin euz he lubricite.


Al loen ec’h euz gwelet, a zo bet ha n’eo mui; dleoud a ra sevel euz an abim, ha mond da goll; hag an dud euz an douar, euz a bere an hanoiou n’int ket scrivet el levr ar vuez, adaleg crouidigez ar bed, a vezo souezet, o velet al loen, rag bet eo ha n’eo mui, daoust ha ma’z eo.


N’az pez aoun rag netra euz an traou e pezo da c’houzanv; setu, an diaoul a ia da deurel darn ac’hanoc’h er prizon, evit ma veot amprouvet; ha c’houi ho pezo eun affliction a zeg devez. Bez fidel beteg ar maro, hag e roin d’id ar gurunen a vuez.


Anaoud a ran da oberou; setu, em euz digoret eun nor dirazoud, ha den na hell he zerri; abalamour ma c’heuz neubeud a nerz, ha ma c’heuz miret va ger, ha n’ec’h euz ket nac’het va hano.


Hag e crient a vouez huel, o lavaret: Pegeit, Aotrou Souveren, te, pehini a zo santel ha gwirion, e choumi c’hoas hep barna, hag hep venji hon goad a‐enep ar re a zo o choum var an douar?


Goude‐ze e veliz, hag e kleviz eun eal o nijal dre greiz an env, en eur lavaret a vouez huel: Malheur, malheur, malheur d’ar re a choum var an douar, abalamour d’ar zon euz trompillou an tri eal a dle dond c’hoas da zon!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos