Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 3:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Emoun prest da zond; dalc’h stard ar pez ec’h euz, evit na gemero den da gurunen.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Setu, dont a ran prest. Dalc’h start ar pezh ac’h eus evit na gemero den da gurunenn.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 3:11
19 Referencias Cruzadas  

Pep den hag a glask gounid var ar re all, en em briv a bep tra; hag an dud‐se a ra kement‐se evit kaoud eur gurunen hag a zeu da vreina, mes ni her gra evit kaoud eur gurunen ha na vreino biken.


Ra vezo anavezet ho tousder gantan holl dud. An Aotrou a zo tost.


Hag ive, mar deu unan‐benag da gombatti er c’hourennadegou, ne vez curunet nemed combatet hen defe hervez al lezennou.


Divar‐vreman ez eo lakeat a‐du evidoun eur gurunen a justis, hag an Aotrou, ar barner just a roio d’in anezhi en deiz‐ze, ha n’e ket d’inme hep‐ken, mes ive da gement hini hen devezo karet he zonedigez.


Eürus an den a c’houzanv an dentation; rag pa vezo bet amprouvet, e recevo ar gurunen a vuez prometet gant an Aotrou d’ar re a gar anezhan.


Breudeur, n’en em glemmit ket an eil a‐enep egile, gant aoun ne vec’h condaonet. Setu, ema ar barner e‐tal an nor.


Eürus an hini a len, hag ar re a zelaou ar c’homzou euz ar brofesi‐man, hag a vir an traou scrivet enhi; rag an amzer a zo tost.


Setu, e teuan evel eul laer. Eürus an hini a choum dihun, hag a vir he zillad, evit na gerzo ket en noaz, ha na vezo ket gwelet he vêz.


N’az pez aoun rag netra euz an traou e pezo da c’houzanv; setu, an diaoul a ia da deurel darn ac’hanoc’h er prizon, evit ma veot amprouvet; ha c’houi ho pezo eun affliction a zeg devez. Bez fidel beteg ar maro, hag e roin d’id ar gurunen a vuez.


Anaoud a ran da oberou, hag al leac’h en pehini emoud o choum, el leac’h ma ema tron Satan; hag e talc’hez va hano, ha n’ec’h euz ket nac’het va feiz memeus en deiz ma’z eo bet lakeat d’ar maro Antipas va merzer fidel en ho touez, el leac’h ma ema Satan o choum.


mes da vihana dalc’hit mad ar pez hoc’h euz, bete ma teuin.


Hogen, setu, e teuan dizale, ha va gobr a zo ganen evit renta da bep hini hervez ma vezo bet he oberou.


An hini a ro testeni euz an traou‐man, a lavar: Ia, dond a ran, dizale. Amen! Ia, deuz, Aotrou Jesus!


Setu, e teuan dizale; eürus an hini a vir komzou profesi al levr‐man!


Dalc’h sonj‐mad eta euz ar pez ec’h euz recevet ha klevet, dalc’h anezhe, ha distro. Mar na gerez diwall, me a zeuio varnoud evel eul laer, ha na ouezi ket da be heur e teuin varnoud.


ar pevar‐var‐n’ugent Ancien en em brosterne dirag an hini a oa varan tron hag ec’h adorent an hini a zo beo da virviken, hag e taolent ho c’hurunennou dirag an tron, en eur lavaret:


En‐dro d’an tron e oa pevar‐var‐n’ugent tron all; ha var an troniou‐ze e veliz pevar‐var‐n’ugent den Ancien azezet, gwisket gant dillad gwenn, ha var ho fen e oa curunennou aour.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos