La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Mazhev 23:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

karout a reont bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, mestr.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

ha beza saludet er plasennou public, ha beza galvet gant an dud: Mestr, mestr.

Ver Capítulo

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

Hag er stouyeu ér marhalléhieu, ha bout galhuet guet en dud: Eutru, Eutru.

Ver Capítulo



Mazhev 23:7
19 Referencias Cruzadas  

Ouzh petra e keñverin ar rummad-mañ? Heñvel eo ouzh bugale azezet war al leurgêrioù hag a gri da vugale all,


Met c’hwi, na vezit ket galvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c’hwi holl a zo breudeur.


Judaz, an hini en droukroe, a gemeras ar gomz hag a lavaras: Ha me eo, Mestr? Eñ a lavaras dezhañ: Lavaret ec’h eus.


Raktal, o tostaat ouzh Jezuz, e lavaras: Salud, Mestr! Hag e pokas dezhañ.


Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Petra a fell dit e rafen evidout? An dall a respontas: Mestr, ma’c’h adkavin ar gweled.


Pêr, o kaout soñj eus ar pezh a oa c’hoarvezet, a lavaras dezhañ: Mestr, setu, ar wezenn-fiez ac’h eus milliget a zo sec’het.


En ur gelenn anezho, e lavare ivez dezho: Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù,


Raktal ma voe erruet, e tostaas outañ hag e lavaras: Mestr! Mestr! Hag e pokas dezhañ.


Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ. Greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia.


Gwalleur deoc’h, farizianed! Abalamour ma karit ar c’hadorioù kentañ er sinagogennoù ha bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù.


Jezuz o vezañ distroet hag o welout e heulient anezhañ, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezhañ: Rabbi, da lavarout eo Mestr, pelec’h e chomez?


Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.


An diskibien a lavaras dezhañ: Mestr, ar Yuzevien a glaske n’eus ket pell da veinata, hag e tistroez di!


Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hi, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr!


Hemañ a zeuas en noz da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar ez out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c’hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet e vefe Doue gantañ.


Dont a rejont da gavout Yann hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d’an tu all d’ar Jordan hag ac’h eus roet testeni dezhañ, setu, e vadez hag an holl a ya d’e gavout.


Koulskoude e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Mestr, debr.


O vezañ e gavet en tu all d’ar mor, e lavarjont dezhañ: Mestr, pegoulz out en em gavet amañ?


E ziskibien a c’houlennas digantañ: Mestr, piv en deus pec’het, hemañ pe e dud, ma’z eo bet ganet dall?