An AOTROU a lavaras: Lakaat a rin da dremen va holl vadelezh dirak da zremm hag e kriin anv an AOTROU dirazout. Me a raio trugarez d'an hini a rin trugarez dezhañ hag em bo truez ouzh an hini am bo truez outañ.
Mazhev 20:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha ne c’hellan ket ober ar pezh a fell din eus va madoù? Pe daoust ha da lagad a zo fall abalamour ma’z on mat? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Daoust ha n’eo ket permetet d’in ober ar pez a garan gant ar pez a zo d’in? Pe daoust ha da lagad‐te a zo fall, abalamour m’az oun‐me mad? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ne gavet‐hui é ellan gobér er péh e garan a me zreu? Ha déliet‐é d’hou lagad‐hui bout droug, rac ma on‐mé mad? |
An AOTROU a lavaras: Lakaat a rin da dremen va holl vadelezh dirak da zremm hag e kriin anv an AOTROU dirazout. Me a raio trugarez d'an hini a rin trugarez dezhañ hag em bo truez ouzh an hini am bo truez outañ.
Ti Israel, ha ne c'hellin ket ober deoc'h evel ar poder-se? eme an AOTROU. Setu, evel ar pri e daouarn ar poder, emaoc'h em dorn, ti Israel.
En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!
Kemer eta ar pezh a zo dit ha kae kuit. Me a fell din reiñ d’an hini diwezhañ-mañ kement ha dit.
met mar d-eo fall da lagad, da holl gorf a vo en deñvalijenn. Mar d-eo eta teñval ar sklêrijenn a zo ennout, pegen bras e vo an deñvalijenn-se!
al laeroñsioù, ar c’hoantegezh, ar fallentez, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez.
ha, hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d’an holl re ac’h eus roet dezhañ.
Ar Yuzevien, o welout ar vandenn dud-se, a voe leuniet a warizi hag a enebas ouzh komzoù Paol, o tislavarout hag o tismegañsiñ anezhañ.
Rak piv a laka ac’hanout evel disheñvel? Petra ac’h eus ha ne’c’h eus ket resevet? Ha ma ec’h eus e resevet, perak e tennez gloar anezhañ evel ma ne’z pije ket e resevet?
Ennañ ivez eo ez omp deuet da vezañ heritourien, o vezañ bet raktonket hervez an diviz eus an hini a ra an holl draoù hervez ma tere ouzh e volontez,
pa oamp marv en hor pec’hedoù, en deus hon degaset asambles d’ar vuhez e Krist, dre c’hras eo oc’h bet salvet,
Diwall da vezañ ur soñj ez kalon drouk ha ma lavarfe: Emañ ar seizhvet bloaz o tostaat, ar bloavezh-ehan! Diwall da vezañ ul lagad didruez e-keñver da vreur paour evit tremen hep reiñ netra dezhañ. Krial a rafe etrezek an AOTROU a-enep dit, hag e vefe ur pec'hed evidout.
An den tenerañ en ho touez, an hini flourañ, a sello gant ul lagad drouk ouzh e vreur, ouzh e wreg karet-mat hag ouzh ar restad eus e vibien en devo espernet,
Hor c’hrouet en deus hervez e volontez gant ger ar wirionez, evit ma vijemp evel ar c’hentañ frouezh eus e grouadurien.
Breudeur, na glemmit ket an eil a-enep egile, gant aon na vefec’h kondaonet. Setu, ar barner a zo e-tal an nor.