Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 1:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Ennañ ivez eo ez omp deuet da vezañ heritourien, o vezañ bet raktonket hervez an diviz eus an hini a ra an holl draoù hervez ma tere ouzh e volontez,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Dre enhan ive eo ez omp deuet da veza heritourien, (o veza bet choazet a‐ziagent, hervez ma oa bet merket gant an Hini a ra an holl draou hervez ma plij d’he volontez he‐unan);

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 1:11
40 Referencias Cruzadas  

Gantañ emañ ar furnez hag an nerzh, dezhañ eo ar c'huzul hag ar meiz.


Setu ar pezh a ra Doue div pe teir gwech e-keñver un den,


An AOTROU a anavez deizioù an dud eeun, hag o hêrezh a bado da viken.


Din-me eo an ali hag an ijin, ar poell hag an nerzh.


AOTROU, te eo va Doue! Da ganmeuliñ a rin, meuliñ a rin da anv, rak traoù burzhudus ac'h eus graet, da vennadoù bet divizet abaoe pell 'zo a zo sur ha gwirion.


Kement-se a zeu ivez eus AOTROU an armeoù. Burzhudus eo e guzul, ha bras-meurbet e furnez.


hag a lavar: Ra hasto, ra vuanaio e oberenn, evit ma welimp anezhi! Ra dostaio, ra zeuio mennad Sant Israel, evit ma'c'h anavezimp anezhañ!


Piv a zo bet e kuzul an AOTROU? Piv en deus merzet ha klevet e gomz? Piv en deus selaouet ouzh e gomz hag he c'hlevet?


bras e kuzul, nerzhus e burzhudoù, da zaoulagad a zo digor war holl hentoù mibien an dud, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù hag hervez frouezh e oberoù.


Eñ a savo templ an AOTROU, eñ a zougo ar c'hloar, eñ a azezo hag a reno war e dron, hag e vo aberzhour war e dron, hag etrezo o-daou e vo graet un unvaniezh a beoc'h.


Ar baganed, o klevout kement-se, o doe levenez hag a roas gloar da c’her an Aotrou. Ar re holl a oa tonket d’ar vuhez peurbadus a gredas.


an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc’h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc’h eus d’ar marv.


rak disklêriet em eus deoc’h holl guzul Doue, hep kuzhat netra.


Bremañ, breudeur, ho fiziout a ran e Doue hag e ger e c’hras, eñ hag a c’hell sevel ha reiñ deoc’h an hêrezh gant ar re holl a zo santelaet.


da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.


evit ober an holl draoù en deus da zorn ha da guzul merket a-raok da zleout bezañ graet.


Rak piv en deus anavezet soñj an Aotrou, pe piv a zo bet e guzulier?


Ha mar d-omp bugale, ez omp ivez heritourien, heritourien da Zoue ha kenheritourien gant Krist, mar gouzañvomp koulskoude gantañ evit ma resevimp ivez gloar gantañ.


Gouzout a reomp penaos pep tra a dro da vad evit ar re a gar Doue, ar re a zo galvet hervez e ziviz.


Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c’hentañ-ganet e-touez meur a vreur.


Hag ar re en deus raktonket, en deus ivez o galvet. Hag ar re en deus galvet, en deus ivez o reishaet. Hag ar re en deus reishaet, en deus ivez roet gloar dezho.


rak ar vugale ne oant ket ganet c’hoazh ha n’o doa graet na mad na droug, met evit ma chomfe start an diviz a zibab eus Doue nann abalamour d’an oberoù met abalamour d’an hini a c’halv,


Rak mar deufe an hêrezh dre al lezenn, ne vefe ken dre ar bromesa. Met Doue en deus e roet da Abraham dre ar bromesa.


hag a zo un arrez eus hon hêrezh, evit dasprenadur ar re en deus perc’hennet da veuleudigezh e c’hloar.


ha ma sklaerio daoulagad ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot pehini eo an esperañs oc’h galvet dezhi, pere eo ar pinvidigezhioù eus gloar e hêrezh er sent,


o vezañ hor raktonket da vezañ e advugale dre Jezuz-Krist, hervez ar plijadur mat eus e volontez,


en deus skuilhet warnomp gant fonnder dre bep seurt furnez ha skiant,


o vezañ roet deomp da anavezout mister e volontez, hervez ar soñj mat oberius en doa graet ennañ e-unan,


hervez ar soñj graet gantañ a bep amzer, en deus oberiet e Krist Jezuz hon Aotrou,


An AOTROU en deus ho lakaet da vont kuit eus forn houarn an Ejipt, evit bezañ dezhañ pobl e hêrezh, ar pezh ez oc'h hiziv.


o trugarekaat an Tad en deus hol lakaet barrek da gaout lod en hêrezh ar sent er sklêrijenn.


o c’houzout penaos e resevot digant an Aotrou gopr an hêrezh, rak e servijit Krist an Aotrou.


a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.


evit, o vezañ reishaet dre e c’hras, ma vijemp heritourien hervez esperañs ar vuhez peurbadus.


Dre-se Doue, o c’hoantaat diskouez gwelloc’h c’hoazh da heritourien ar bromesa digemm e vennad, a reas gant ul le,


Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?


evit un hêrezh divreinus, didarch, diweñvus, ha lakaet a-du en neñv evidoc’h,


hep rentañ droug evit droug na dismegañs evit dismegañs, o vennigañ er c’hontrol, o c’houzout ez oc’h galvet da gement-se evit m’ho po ar vennozh da hêrezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos