Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 1:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 penaos, e roidigezh oberiañs an amzerioù, e tastumje an holl draoù e Krist, kement ar pezh a zo en neñvoù evel ar pezh a zo war an douar.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 hag a dlie beza digasset da vad ganthan, pa vije deuet da ren an amzeriou merket ganthan, da lavaret eo, da zastum assambles an holl draou er C’hrist, koulz ar re a zo en envou, evel ar re a zo var an douar.

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 1:10
29 Referencias Cruzadas  

Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!


En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,


En amzer-se ec'h adsavin tabernakl David a zo kouezhet, aozañ a rin ar freuzoù ha sevel an diskaroù, hag ec'h adsavin anezhañ evel ma oa en deizioù a-wechall,


Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.


An holl vroadoù a vo dastumet dirazañ, hag e tispartio an eil diouzh egile, evel ma tisparti ar mesaer an deñved diouzh ar bouc’hed.


hag o lavarout: An amzer a zo peurc’hraet ha rouantelezh Doue a zo tost. Ho pet keuz ha kredit en Aviel.


An holl draoù-se a c’hoarvezas ganto evit servijañ da skouer, hag int bet skrivet evit hon deskadurezh, deomp-ni hag a zo deuet d’an amzerioù diwezhañ.


Met fellout a ra din e oufec’h penaos Krist eo ar penn eus pep den, hag an den penn eus ar wreg, ha Doue penn eus Krist.


Met pa’z eo deuet an amzerioù merket, Doue en deus kaset e Vab, ganet eus ur wreg, ganet dindan al lezenn,


Lakaet en deus pep tra dindan e dreid, hag en deus e roet evit penn-bras d’an Iliz,


o vezañ distrujet en e gig ar gasoni, lezenn ar gourc’hemennoù dalc’het en urzhioù, evit krouiñ ennañ e-unan eus an daou un den nevez hepken goude bezañ graet ar peoc’h,


a denn pep familh en neñvoù ha war an douar hec’h anv dioutañ,


mar hoc’h eus klevet petra eo roidigezh gras Doue a zo bet roet din evidoc’h,


Rak ennañ eo bet krouet pep tra en neñv ha war an douar, ar re welus hag ar re ziwelus, an tronioù, ar mestronioù, ar priñselezhioù, an nerzhioù. An holl draoù a zo bet krouet drezañ hag evitañ.


Hag, o vezañ graet ar peoc’h drezañ, dre wad e groaz, plijet eo bet gant an Tad adunvaniñ drezañ pep tra gantañ, ken an traoù a zo war an douar evel ar re a zo en neñvoù.


Amañ n’eus na Gresian na Yuzev, na den amdroc’het na diamdroc’h, na barbar na Skutad, na sklavour na den frank, met Krist a zo holl hag en holl.


en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed.


Doue o vezañ pourvezet un dra bennak gwelloc’h evidomp, evit na zeujent ket hepdomp d’ar barfeted.


hag a oa hepken gourc’hemennoù kigel, gant bouedoù, evajoù ha meur a walc’hidigezh, lakaet betek an amzer ma vije renevezet pep tra.


raktonket dija a-raok krouidigezh ar bed, met diskuliet en amzerioù diwezhañ abalamour deoc’h,


Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos