Mazhev 16:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Jezuz a lavaras d’e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Jesus a lavaraz d’he ziskibien: Mar fell da unan‐benag dond var va lerc’h, ra zeuio da renons dezhan he‐unan, ra zougo he groaz, ha ra heulio ac’hanoun. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé Jesus e laras d’é zisciplèd: En n’emb e venne me héli, e zeli nahein anehou é unan, dougue é groéz ha donnet arh me lerh. |
Pa’z ejont er-maez, e kavjont un den eus Siren, anvet Simon, hag e redijont anezhañ da zougen e groaz.
Ha Jezuz, o sellout outañ, a garas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit un dra, kae, gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon, o kemer ar groaz.
Un den eus Siren, anvet Simon, tad Aleksandr ha Rufuz, a dremene dre eno o tont eus ar parkeier, hag e redijont anezhañ da zougen e groaz.
O c’hervel ar bobl gant e ziskibien, e lavaras dezho: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.
Piv bennak ne zoug ket e groaz ha ne heuilh ket ac’hanon, ne c’hell ket bezañ va diskibl.
Evel ma kasent anezhañ, e kemerjont un den anvet Simon a Siren, a zistroe eus ar parkeier, hag e lakajont anezhañ da zougen ar groaz, war-lerc’h Jezuz.
O tougen e groaz, e teuas el lec’h anvet: Ar C’hlopenn, hag a zo galvet en hebraeg Golgota.
Lavarout a reas kement-se evit merkañ dre beseurt marv e roje gloar da Zoue. Ha goude bezañ komzet evel-se, e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon.
Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heuilh ac’hanon.
o kreñvaat eneoù an diskibien, oc’h aliañ anezho da genderc’hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.
En em laouenaat a ran bremañ em poanioù evidoc’h, hag e peurechuan em c’hig da c’houzañv an dilerc’h eus poanioù Krist evit e gorf hag a zo an Iliz,
evit na vo den brañsellet er glac’haroù-mañ, rak anavezout a rit hoc’h-unan ez omp tonket evit kement-se.
Ya, kement hini a fell dezhañ bevañ hervez an doujañs-Doue e Jezuz-Krist a vo heskinet.
Da gement-se eo ez oc’h bet galvet, peogwir Krist ivez en deus gouzañvet poanioù evidoc’h, o lezel deoc’h ur skouer evit ma kerzhot war e lerc’h,