Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 1:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 En em laouenaat a ran bremañ em poanioù evidoc’h, hag e peurechuan em c’hig da c’houzañv an dilerc’h eus poanioù Krist evit e gorf hag a zo an Iliz,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 En em rejouissa a ran breman em souffransou evidoc’h, hag e peur‐achuan da zouffr em c’hig ar rest euz a boaniou Jesus‐Christ evit he gorf, pehini eo an Iliz,

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 1:24
21 Referencias Cruzadas  

Int a lavaras dezhañ: Ni a c’hell. Ha Jezuz a lavaras dezho: Gwir eo ec’h evot an hanaf am eus da evañ hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti,


Int eta en em dennas a-zirak ar sanedrin, leuniet a levenez da vezañ bet kavet dellezek da c’houzañv dismegañs evit e anv.


N’eo ket e kement-se hepken, met e kavomp gloar ivez er glac’haroù, o c’houzout penaos ar glac’har a zegas an dalc’husted,


Ha mar d-omp bugale, ez omp ivez heritourien, heritourien da Zoue ha kenheritourien gant Krist, mar gouzañvomp koulskoude gantañ evit ma resevimp ivez gloar gantañ.


C’hwi a zo korf Krist ha c’hwi a zo e izili, pep hini evit e lod.


Me a zispigno a galon-vat hag en em zispigno c’hoazh va-unan evit hoc’h eneoù, petra bennak ma vin karet nebeutoc’h, o karout ac’hanoc’h gant kement a garantez.


evel glac’haret ha ni bepred laouen koulskoude, evel peorien hag o pinvidikaat meur a hini koulskoude, evel o kaout netra ha ni o perc’hennañ an holl draoù koulskoude.


Komz a ran ouzhoc’h gant kalz a hardizhegezh, ul lec’h mat am eus da dennañ gloar ac’hanoc’h, leuniet on a frealz, karget on a levenez e-kreiz hon holl c’hlac’haroù.


hag a zo e gorf, al leunder eus an hini a leugn an holl en holl.


Abalamour da-se, me Paol a zo prizoniad Jezuz-Krist evidoc’h-c’hwi ar baganed,


Dre-se eo e c’houlennan diganeoc’h na gollot ket kalon abalamour d’ar poanioù a c’houzañvan evidoc’h, ar pezh a ra ho kloar.


Evel-se ec’h anavezin Krist, ha galloud e adsavidigezh a varv, ha kenlodenn e boanioù, o tont heñvel outañ en e varv,


Eñ eo penn ar c’horf, an Iliz, eñ eo ar penn-kentañ, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv, evit ma talc’ho ar renk kentañ e pep tra.


Na’z pez ket mezh eta eus testeni hon Aotrou, nag ac’hanon e brizoniad, met gouzañv poan ganin evit an Aviel dre c’halloud Doue,


Va breudeur, sellit evel ul levenez vras an temptadurioù a bep seurt en em gav ganeoc’h,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos