Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 16:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez he c’hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din he c’havo.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 Rag piou‐benag a fello dezhan savetei he vuez, he c’hollo; ha piou‐benag a gollo he vuez abalamour d’in, he c’havo;

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

25 Rac en n’emb e vennou salvein é vuhé, er hollou; hag en nemb e gollou é vuhé dré en arben a me ç’hanhue, er havou.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 16:25
10 Referencias Cruzadas  

Mar tavez en amzer-mañ, sikour ha silvidigezh a savo eus ul lec'h all bennak, met te ha ti da dad a yelo da get. Ha piv a oar ha n'eo ket evit un amzer evel houmañ ez out deuet d'ar rouantelezh?


Kae, dastum an holl Yuzevien a zo e Suza, yunit evidon, na zebrit ha na evit netra e-pad tri deiz, ken en noz evel en deiz, me ha va mitizhien a yuno ivez, ha goude ez in da gavout ar roue evel-se, petra bennak ma'z eo enep al lezenn, ha ma c'hoarvez e varvin, me a varvo!


ur mare evit klask hag ur mare evit lezel da goll, ur mare evit mirout hag ur mare evit teurel kuit,


An hini a viro e vuhez he c’hollo, hag an hini a gollo he buhez abalamour din he c’havo.


Rak petra a dalvfe da un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?


Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez he c’hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din ha d’an Aviel he saveteo.


Piv bennak a glasko saveteiñ e vuhez he c’hollo, ha piv bennak he c’hollo he miro.


An hini a gar e vuhez he c’hollo, hag an hini a gasa e vuhez er bed-mañ he miro evit ar vuhez peurbadus.


Trec’het o deus anezhañ dre wad an Oan ha dre ar ger o deus rentet testeni drezañ, ha n’o deus ket karet o buhez en tu all d’ar marv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos