Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Pêr 2:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Da gement-se eo ez oc’h bet galvet, peogwir Krist ivez en deus gouzañvet poanioù evidoc’h, o lezel deoc’h ur skouer evit ma kerzhot war e lerc’h,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Rag da gementse ive eo ez oc’h bet galvet, rag ar C’hrist ive hen deuz gouzanvet evidoc’h, o lezel ganeoc’h eur skouer, evit ma teuot da heuil he roudou;

Ver Capítulo Copiar




1 Pêr 2:21
30 Referencias Cruzadas  

An AOTROU ivez a roio e vadoù, hag an douar a roio e frouezh.


An neb na gemer ket e groaz ha na’m heuilh ket n’eo ket dellezek ac’hanon.


Kemerit va yev warnoc’h ha deskit diganin, rak me a zo dous hag izelek a galon, hag e kavot diskuizh d’hoc’h eneoù.


Neuze Jezuz a lavaras d’e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.


Ha ne oa ket ret d’ar C’hrist gouzañv an traoù-se ha mont en e c’hloar?


Rak roet em eus deoc’h ur skouer, evit ma reot evel ma em eus graet deoc’h.


Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.


o kreñvaat eneoù an diskibien, oc’h aliañ anezho da genderc’hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.


o tisplegañ hag o tiskenn penaos e oa ret d’ar C’hrist gouzañv hag adsevel a-douez ar re varv, hag o lavarout: Ar C’hrist-se eo Jezuz a brezegan deoc’h.


hag e tiskouezin dezhañ pegement e tleo gouzañv poan evit va anv.


Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c’hentañ-ganet e-touez meur a vreur.


Bezit heñvelerien ouzhin evel ma’z on heñveler ouzh Krist.


kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.


Ra vo ennoc’h an hevelep soñjoù hag ar re a oa e Jezuz-Krist,


evit na vo den brañsellet er glac’haroù-mañ, rak anavezout a rit hoc’h-unan ez omp tonket evit kement-se.


Rak gouzout a rit peseurt gourc’hemennoù hon eus roet deoc’h a-berzh an Aotrou Jezuz.


Ya, kement hini a fell dezhañ bevañ hervez an doujañs-Doue e Jezuz-Krist a vo heskinet.


A-dra-sur, e oa dereat penaos an hini emañ an holl draoù evitañ ha drezañ, o fellout dezhañ degas d’ar gloar meur a vibien, a lakaje da vezañ peurvat dre boanioù Priñs o silvidigezh.


raktonket dija a-raok krouidigezh ar bed, met diskuliet en amzerioù diwezhañ abalamour deoc’h,


eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


hep rentañ droug evit droug na dismegañs evit dismegañs, o vennigañ er c’hontrol, o c’houzout ez oc’h galvet da gement-se evit m’ho po ar vennozh da hêrezh.


Evel-se, Krist o vezañ gouzañvet evidomp er c’hig, c’hwi ivez en em armit gant an hevelep soñj; rak an hini en deus gouzañvet er c’hig en deus paouezet da bec’hiñ,


Met en em laouenait o vezañ ma hoc’h eus lod e poanioù Krist, evit ma viot ivez leuniet eus ul levenez vras-meurbet pa vo diskuliet e c’hloar.


An hini a lavar e chom ennañ a dle ivez kerzhout evel m’en deus kerzhet eñ e-unan.


E kement-mañ eo hon eus anavezet ar garantez: roet en deus e vuhez evidomp. Ni ivez a dle reiñ hor buhez evit ar vreudeur.


Trec’het o deus anezhañ dre wad an Oan ha dre ar ger o deus rentet testeni drezañ, ha n’o deus ket karet o buhez en tu all d’ar marv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos