Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus kastizet ac'hanoc'h gant skourjezoù, met me a raio gant skourjezoù-kruged.
Mazhev 11:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kemerit va yev warnoc’h ha deskit diganin, rak me a zo dous hag izelek a galon, hag e kavot diskuizh d’hoc’h eneoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Kemerit va ieô varnoc’h, ha deskit ganen, rag me a zo dous, hag humbl a galon, hag e kevfot ar repos d’hoc’h eneou; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Queméret me iôg arh‐n‐oh, ha desquet guet‐n’eign penaus on cunff ha vuel a galon, ha hui e gavou er peah én hou ineaneu. |
Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus kastizet ac'hanoc'h gant skourjezoù, met me a raio gant skourjezoù-kruged.
Kanaouenn ar "Maalod"; eus David. AOTROU, va c'halon n'eo ket c'hwezet, va daoulagad n'int ket uhelaet, ha ne'm eus ket klasket an traoù re vras ha re uhel evidon.
Lavaret en devoa dezho: Amañ emañ an diskuizh, lezit da ziskuizhañ an hini a zo bec'hiet, amañ emañ an distan. Met n'eo ket bet fellet dezho selaou.
Ar re a zo hegarat o devo en AOTROU levenez war levenez, hag ar beorien a-douez an dud a laouenaio e Sant Israel.
Evel-henn e komz an AOTROU: En em zalc'hit war an hentoù ha sellit, klaskit ar gwenodennoù a-wechall; int eo an hent mat ha kerzhit warnañ, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoù. Met lavarout a reont: Ne gerzhimp ket warno.
Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.
Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!
Lavarit da verc’h Sion: Setu, da roue a zeu da’z kavout, leun a zouster ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.
hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.
Piv bennak eta a glev ar gerioù-mañ a lavaran hag a sent outo, a lakain heñvel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc’h.
Neuze an dud a zeuas evit gwelout ar pezh a oa c’hoarvezet. O vezañ deuet da gavout Jezuz, e kavjont an den ma oa aet kuit an diaouled anezhañ, azezet ouzh treid Jezuz, gwisket hag en e skiant vat, hag e voent leuniet a spont.
Ar Moizez-se eo a lavaras da vibien Israel: An Aotrou ho Toue a savo deoc’h ur profed eveldon a-douez ho preudeur. Selaou a reot anezhañ.
gant ar re a zo hep lezenn, on bet evel hep lezenn, petra bennak ma n’on ket hep lezenn Doue pa’z emaon dindan lezenn Krist, evit gounit ar re a zo hep lezenn.
Me Paol, a bed ac’hanoc’h, dre zouster ha madelezh Krist, me hag a zo uvel dirazoc’h met leun a hardizhegezh en ho keñver pa’z on pell diouzhoc’h,
evit distrujañ an arguzennoù ha pep uhelder en em sav a-enep anaoudegezh Doue, hag evit degas pep soñj dalc’het da sentidigezh ouzh Krist,
evit tennañ veñjañs eus ar re n’anavezont ket Doue ha na sentont ket ouzh Aviel hon Aotrou Jezuz-Krist.
Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ,