Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Filipiz 2:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Ra vo ennoc’h an hevelep soñjoù hag ar re a oa e Jezuz-Krist,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Bezit enoc’h ar memeus santimanchou evel Jesus‐Christ,

Ver Capítulo Copiar




Filipiz 2:5
16 Referencias Cruzadas  

Kemerit va yev warnoc’h ha deskit diganin, rak me a zo dous hag izelek a galon, hag e kavot diskuizh d’hoc’h eneoù.


Rak pehini eo ar brasañ, an hini a zo ouzh taol pe an hini a servij? N’eo ket an hini a zo ouzh taol? Met me a zo en ho touez evel an hini a servij.


penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.


Diskouezet em eus deoc’h en holl draoù penaos en ur labourat evel-se ez eo ret sikour ar re wan ha kaout soñj eus gerioù an Aotrou Jezuz, en deus lavaret e-unan: Muioc’h a eürusted a zo o reiñ eget o resev.


Met mar d-eo da vreur glac’haret diwar-benn ur boued, ne gerzh ken hervez ar garantez. Na laka ket da vont da goll dre da voued an hini hag a zo Krist marvet evitañ.


Rak Krist ivez n’eo ket en em blijet ennañ e-unan, met hervez ma’z eo skrivet: Dismegañsoù ar re a zismegañs ac’hanout a zo kouezhet warnon.


Ra roio deoc’h an Doue a basianted hag a frealz da gaout an hevelep santadoù etrezoc’h hervez skouer Jezuz-Krist,


eveldon me ivez a fell din plijout d’an holl en holl draoù hep klask va mad va-unan, met o klask hini kalz evit ma vint salvet.


kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.


Paol ha Timote, servijerien Jezuz-Krist, d’an holl sent e Jezuz-Krist a zo e Filipi, d’an eskibien ha d’an diagoned:


Da gement-se eo ez oc’h bet galvet, peogwir Krist ivez en deus gouzañvet poanioù evidoc’h, o lezel deoc’h ur skouer evit ma kerzhot war e lerc’h,


Evel-se, Krist o vezañ gouzañvet evidomp er c’hig, c’hwi ivez en em armit gant an hevelep soñj; rak an hini en deus gouzañvet er c’hig en deus paouezet da bec’hiñ,


An hini a lavar e chom ennañ a dle ivez kerzhout evel m’en deus kerzhet eñ e-unan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos