Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez penaos, c’hwi hag hoc’h eus va heuliet, en eil c’hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c’hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.
Mazhev 10:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e c’halvas e zaouzek diskibl, hag e roas dezho ar galloud da gas kuit ar speredoù hudur ha da yac’haat pep kleñved ha pep mac’hagn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus, o veza galvet d’he gavoud he zaouzec diskibl, a roaz dezhe galloud var ar sperejou impur, d’ho c’has kuit, ha da iac’haad an holl infirmiteou. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha goudé m’en doé galhuet é zeuzêc discipl, ean e hras dehai guelloud arh en droug‐sperèdeu, aveid hou hasse quit, ha yahat en ol gouanderieu, hag en ol clinhuédeu. |
Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez penaos, c’hwi hag hoc’h eus va heuliet, en eil c’hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c’hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.
Evel ma komze c’hoazh, setu Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras hag henaourien ar bobl.
Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl.
ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.
Jezuz a yae tro-war-dro er c’hêrioù hag er bourc’hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh hag o yac’haat pep kleñved ha pep mac’hagn e-touez ar bobl.
Setu, em eus roet deoc’h ar galloud da gerzhout war an naered, war ar c’hruged ha war holl nerzhoù an enebour, ha netra ne c’hello noazout ouzhoc’h.
rak me a roio deoc’h ur genoù hag ur furnez na c’hello hoc’h holl enebourien respont netra dezho na stourm outo.
Ha setu, ez an da gas deoc’h ar pezh en deus va Zad prometet. Met evidoc’h-c’hwi, chomit e kêr Jeruzalem ken ma viot gwisket gant ar galloud eus an nec’h.
Pa voe deuet ar beure, e c’halvas e ziskibien hag e tibabas daouzek anezho a c’halvas ivez ebestel:
ha, hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d’an holl re ac’h eus roet dezhañ.
Yann a respontas: Den ne c’hell resev tra ebet, nemet roet e vefe bet dezhañ eus an neñv.
Jezuz a respontas dezho: Ha ne’m eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac’hanoc’h a zo un diaoul.
Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc’h, hag e viot va zestoù e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoù pellañ an douar.
An drouk-spered a respontas: Anavezout a ran Jezuz ha gouzout a ran piv eo Paol, met c’hwi, piv oc’h?
Ur sin bras a voe gwelet en neñv: ur wreg gwisket gant an heol, hag al loar dindan he zreid, ha war he fenn ur gurunenn a zaouzek steredenn.