Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 10:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Jesus, o veza galvet d’he gavoud he zaouzec diskibl, a roaz dezhe galloud var ar sperejou impur, d’ho c’has kuit, ha da iac’haad an holl infirmiteou.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Neuze e c’halvas e zaouzek diskibl, hag e roas dezho ar galloud da gas kuit ar speredoù hudur ha da yac’haat pep kleñved ha pep mac’hagn.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

1 Ha goudé m’en doé galhuet é zeuzêc discipl, ean e hras dehai guelloud arh en droug‐sperèdeu, aveid hou hasse quit, ha yahat en ol gouanderieu, hag en ol clinhuédeu.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 10:1
26 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos c’houi, pere hoc’h euz va heuliet, en eil c’hanedigez, pa azezo Mab an den var dron he c’hloar, e veot ive azezet var daouzec tron, o varna an daouzec tribu a Israel.


Pa oe deuet an abardaez, en em lakaad a reaz ouz taol gant an daouzec.


Hag evel ma komze c’hoas, setu Judas, unan euz an daouzec, a zeuaz, hag assambles ganthan eur vanden vraz a dud gant klezeier ha bizier, deuet a‐berz prinsed ar veleien hag ar re Ancien euz ar bobl.


Ha Jesus a iea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e‐touez ar bobl.


ha n’hon lez ket da gweza en dentation; mes delivr ac’hanomp diouz an droug. Rag d’id eo ar rouantelez, ar galloud, hag ar gloar da viken. Amen!


Ha Jesus a iea tro‐var‐dro dre an holl geariou hag ar villajennou, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad an holl glenvejou hag an holl infirmiteou e‐touez ar bobl.


Pedit eta Aotrou an eost da gas labourerien en he eost.


Setu, e roan deoc’h ar galloud da vale var ar serpanted, var ar scorpioned, ha var holl nerz an enebour; ha netra na hello noazout deoc’h.


Rag me a roio deoc’h eur genou hag eur furnez ha ne hallo ket hoc’h enebourien ho dislavaret na stourm outhe.


Evidoc’hc’houi, choumit er gear a Jerusalem, ken a veot gwisket gant ar galloud euz an neac’h.


Ha pa oe deuet an deiz, e c’halvaz he ziskibien, hag e choazaz daouzec anezhe, pere ive a hanvaz ebestel;


hervez ma ec’h euz roet dezhan galloud var bep kig, evit ma roio ar vuez eternel da gement hini ec’h euz roet dezhan.


Ian a respontaz: Den na hell pretanti kaout tra e‐bed, nemed roet a ve bet dezhan euz an env.


An Tad a gar ar Mab, hag hen deuz lakeat pep tra etre he zaouarn.


Jesus a respontaz dezhan: Ha n’em euz‐me ket ho choazet ho taouzec? hag unan ac’hanoc’h a zo eun diaoul.


Mes c’houi a recevo galloud ar Spered‐Santel, pehini a zeuio varnoc’h; hag e viot testou d’in, en Jerusalem, kerkoulz hag en holl Jude hag er Samari, ha bete ar pen pella euz an douar.


Mes an drouk‐spered a respontaz dezhe: Anaoud a ran Jesus, ha gouzoud a ran piou eo Paol; mes c’houi piou oc’h‐hu?


Hogen, eur sin braz a oe gwelet en env, eur vreg gwisket gant an heol, hag al loar dindan he zreid, ha var he fen eur gurunen a zaouzec stereden.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos