Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 10:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Hogen, setu aman hanoiou an daouzec abostol: Ar c’henta, Simon, a c’halver Per, hag Andre he vreur; Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Setu anvioù an daouzek abostol: An hini kentañ, Simon anvet Pêr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur;

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

2 Hag hanhueu en deuzêc Abostol e zou er ré‐men: er hétan Simon e halhuér Pierre, hag Andreu é vrér.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 10:2
44 Referencias Cruzadas  

C’houec’h devez goude Jesus a gemeraz ganthan Per, Jakes, ha Ian, he vreur, hag ho c’hassaz a‐gostez var eur menez huel.


Neuze mam mibien Zebede a dostaaz outhan, gant he mibien, hag en em brosternaz da c’houlen eun dra‐benag diganthan.


Hag o veza kemeret ganthan Per ha daou vab Zebede, e commansaz beza trist ha gwall ankeniet.


Ha Jesus, en eur vale a‐hed mor Galile, a velaz daou vreur, Simon, a c’halver Per, hag Andre he vreur, o teurel ho rouejou er mor; rag pesketerien e oant.


Hag ac’hane o vond araog, e velaz daou vreur all, Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur, en eur vag, gant Zebede ho zad, o tressa ho rouejou, hag e c’halvaz anezhe.


Goude beza eat er meaz euz ar sinagog, e teujont kerkent gant Jakes ha Ian da di Simon hag Andre.


Ha pa edo azezet var menez Olived, dirag an templ, Per, Jakes, Ian hag Andre a reaz a‐gostez ar goulen‐man diganthan:


Hag an ebestel a zeuaz assambles etrezeg Jesus, hag a gontaz dezhan pep tra, kement ho doa great, ha kement ho doa kelennet.


Rag‐se ive ar furnez a Zoue hen deuz lavaret: Kas a rin dezhe profeted ha kannaded; lakaad a raint lod anezhe d’ar maro ha persecuti a raint lod all:


Ha pa oe deuet an heur, hen en em lekeaz ouz taol, hag an daouzec abostol ganthan.


Ha Jesus a gassaz Per ha Ian, en eur lavaret dezhe: It da brepari ar Pask evit m’hen debrimp.


Ha Jesus a lavaraz da Simon: N’az pe ket a aoun; divar‐vreman e vezi pesketer tud beo.


Pa oa distro an ebestel, e lavarjont da Jesus kement ho doa great. Hag hen ho c’hemeraz ganthan, hag en em dennaz a‐gostez, en eul leac’h dezert, e‐kichen eur gear galvet Bethsaïda.


Philip a zeuaz hag a lavaraz kement‐se da Andre, hag Andre ha Philip hen lavaraz da Jesus;


Hogen, unan anezhe, an hini a oa karet gant Jesus, a oa ouz taol, harp ouz calen Jesus.


Diredec a reaz eta da gavout Simon Per hag an diskibl all a oa karet gant Jesus; hag e lavaraz dezhe: Tennet ho deuz an Aotrou euz ar bez, hag hen douget kuit ha ne ouzomp ket e pe leac’h ho deuz lakeat anezhan.


Simon Per, ha Thomas, hanvet Didimus, Nathanael, pehini a oa euz a Gana en Galile, mipien Zebede ha daou all euz he ziskibien a oa assambles.


Ha Per, o veza distroet, a velaz o tond var he lerc’h an diskibl a oa karet gant Jesus, an hini a oa harpet var galon Jesus, e‐pad ar goan, hag hen doa lavaret dezhan: Aotrou, piou eo an hini a drahis ac’hanoud?


He‐man eo an diskibl‐ze pehini a ro testeni divarben an traou‐man, hag hen deuz ho scrivet; ha gouzoud a reomp penaos he desteni a zo gwirion.


Jesus a lavaraz eta d’an daouzec: Ha na fell ket deoc’hhu ive mond kuit?


Jesus a respontaz dezhan: Ha n’em euz‐me ket ho choazet ho taouzec? hag unan ac’hanoc’h a zo eun diaoul.


Hogen, euz a Judas Iscariot, mab Simon, eo e komze; rag hennes eo a dlie hen trahissa, evit‐han da veza unan euz an daouzec.


Unan euz he ziskibien, Andre, breur da Simon Per, a lavaraz dezhan:


Ha pa oent en em gavet, e pignjont er gambr huella e pe leac’h e choume Per, Jakes, Ian, Andre, Philip, Thomas, Bartheleme, Maze, Jakes, mab Alphe, Simon Zelotes, ha Jud, breur Jakes.


Hag e tenjont d’ar sort; hag ar sort a gwezaz var Matthias, hag he‐man a oe lakeat, gant mouez an holl e renk an unnec abostol.


Lakaad a reaz da vervel dre ar c’hleze Jakes, breur da Ian;


Per ha Ian a oa o sevel assambles d’an templ da heur ar beden, da lavaret eo, an naoved heur.


Goude‐ze, eo bet en em diskouezet da Jakes, ha neuze d’an holl ebestel,


Hen ive eo hen deuz lakeat lod da ebestel, ha lod da brofeted, ha lod da avielerien, ha lod da bastored ha da zoctored;


Dre‐ze, breudeur santel, pere hoc’h euz perz er vocation celestiel, considerit mad an abostol hag ar belegbraz euz ar feiz a anzavomp,


Per, abostol Jesus‐Christ, d’an estranjourien disperset e broiou Pontus, Galatia, Cappadosia, Asi ha Bithynia,


Simon per, servicher hag abostol Jesus‐Christ, d’ar re ho deuz bet en partach eur feiz euz ar memeuz priz gant hon hini‐ni, er justis euz hon Doue ha Salver Jesus‐Christ.


An Ancien, d’an itron choazet, ha d’he bugale, pere a zo karet ganen‐me er wirionez (ha n’e ket ganen‐me hep‐ken, mes ive gant ar re holl ho deuz anavezet ar wirionez),


An Ancien, da Gaïus, ar muia‐karet, pehini a garan er wirionez.


Revelation Jesus‐Christ, roet dezhan gant Doue, evit diskouez d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezout hep‐dale, hag hen deuz roet da anaoud, en eur zigas he eal da Ian, he zervicher;


Me, Ian, ho preur hag ho consort en drubuil hag er rouantelez, hag er batianted en Jesus‐Christ, a oa en enezen a c’halver Patmos, abalamour da c’her Doue, ha d’an desteni a Jesus‐Christ.


O env, en em laouenna abalamour dezhi, ha c’houi ive, ebestel ha profeted santel; rag Doue hen deuz accomplisset varnezhi he varnedigezou abalamour deoc’h.


Ha me, Ian, eo an hini hen deuz gwelet ha klevet an traou‐ze. Ha goude beza ho c’hlevet ha gwelet, en em daoliz ouz treid an eal ho diskoueze d’in, evit hen adori.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos