Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 10:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Philip, ha Bartelemi; Tomas, ha Maze ar publican; Jakes, mab Alfe, ha Lebbe, les‐hanvet Tadde;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

3 Jacq mab Zebede, ha Yehan é vrér, Philipp ha Barthelemi, Thomas ha Maheu er publican, Jacq mab Alfe, ha Tade.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 10:3
30 Referencias Cruzadas  

Mar na zelaou ket anezhe, lavar kement‐se d’an Iliz; ha mar na fell ket dezhan selaou an Iliz, kemer anezhan evel eur payan hag eur publican.


en ho zouez e oa Mari Magdalen, ha Mari, mam Jakes ha Joses, ha mam mibien Zebede.


Hag evel ma’z ea Jesus ac’hane, e velaz eun den hanvet Maze, azezet en bureo ar c’hargou, hag e lavaraz dezhan: Heul ac’hanoun.


Bez’e oa ive eno gragez hag a zelle a‐ziabell, e‐touez pere e oa Mari Magdalen, ha Mari, mam da Jakes ar yaouanka ha da Joses, ha Salome,


Hag en eur dremen, e velaz Levi, mab Alfe, azezet en bureo ar c’hargou; hag e lavaraz dezhan: Deuz var va lerc’h. Hag hen a zavaz, hag a heulliaz anezhan.


hag Andre, Philip, Barthelemi, Maze, Thomas, Jakes mab Alfe, Tadde, Simon ar C’hananead, ha Juda Iscariot,


Daou zen a bignaz en templ evit pidi; unan a oa Farizian, hag egile publican.


Ar Farizian, oc’h en em zerc’hel en he za, a bede evel‐hen enhan he‐unan: O Doue, da drugarekaad a ran o veza n’oun ket evel an dud all pere a zo scraperien, injust, avoultrerien, na zo‐ken evel ar publican‐ze;


Mes ar publican, oc’h en em zerc’hel a‐ziabell, na grede ket zo‐ken sevel he zaou‐lagad var‐zu an env; mes skei a rea var boull he galon, en eur lavaret: O Doue, kemer truez ouzin‐me rag n’ed oun nemed eur pec’her!


Ha setu eun den hanvet Zakeus, pehini a oa chef var ar bublicaned, hag a oa pinvidic,


Goude‐ze ez eaz er meaz, hag e velaz eur publican hanvet Levi, azezet en bureo ar c’hargou; hag e lavaraz dezhan: Deuz d’am heuil.


Nathanael a lavaraz dezhan: A be leac’h ec’h anavezez‐te ac’hanoun? Jesus a respontaz dezhan: Araog ma oaz bet galvet gant Philip, pa oaz dindan ar vezen‐fiez, e velen ac’hanoud.


Thomas, a c’halver Didimus, a lavaraz d’an diskibien all: Deomp ive ni, evit ma varvimp assambles ganthan.


Judas, (n’e ket an Iscariot eo,) a lavaraz dezhan: Aotrou, a be leac’h e teu ma en em ziskouezi deomp‐ni, ha nann d’ar bed?


Thomas a lavaraz dezhan: Aotrou, na ouzomp ket pe leac’h ez ez; ha penaos e c’hellomp‐ni gouzoud an hent?


Jesus a lavaraz dezhan: Keit all a zo emoun ganeoc’h, ha n’ec’h euz ket c’hoas anavezet ac’hanoun, Philip! An hini hen deuz gwelet ac’hanoun, hen deuz gwelet an Tad. Penaos eta e leverez‐te: Diskouez deomp an Tad?


Simon Per, ha Thomas, hanvet Didimus, Nathanael, pehini a oa euz a Gana en Galile, mipien Zebede ha daou all euz he ziskibien a oa assambles.


Ha pa oent en em gavet, e pignjont er gambr huella e pe leac’h e choume Per, Jakes, Ian, Andre, Philip, Thomas, Bartheleme, Maze, Jakes, mab Alphe, Simon Zelotes, ha Jud, breur Jakes.


Mes hen, oc’h ober sin dezhe gant he zorn da devel, a gontaz dezhe penaos hen doa an Aotrou hen digasset er meaz euz ar prizon; hag e lavaraz: Roit da anaoud kement‐man da Jakes ha d’hon breudeur; goude‐ze e sortiaz, hag ez eaz da eul leac’h all.


Ha goude m’ho doe ehanet da gomz, Jakes a gomzaz, hag a lavaraz: Tud breudeur, selaouit ac’hanoun:


Hag an deiz varlerc’h, Paol a zeuaz ganeomp da di Jakes, hag an holl re ancien en em zastumaz eno.


mes na veliz hini euz an ebestel all, nemed Jakes, breur an Aotrou.


pa anavezaz Jakes, Cephas ha Ian, pere a zo kemeret evel pilierou, ar c’hras a oa bet roet d’in, e rojont d’in ha da Varnabas an dorn a gompagnunez evit m’az ajemp, ni etrezeg ar Jentiled, hag int etrezeg ar re circonciset.


Jakes, servicher Doue hag an Aotrou Jesus‐Christ, d’an daouzec tribu a zo disperset, salud!


Jud, servicher Jesus‐Christ, ha breur da Jakes, d’ar re a zo galvet, a zo bet santifiet en Doue an Tad, ha diwallet gant Jesus‐Christ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos