Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 10:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Simon ar C’hananead, ha Judas Iscariot, an hini a drahissaz Jesus.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Simon ar C’hananead; Judaz Iskariod, an hini en droukroas.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

4 Simon er Hannaéad, ha Judas Iscariot, péhani e guerhas anehou.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 10:4
19 Referencias Cruzadas  

Neuze unan euz an daouzec, hanvet Judas Iscariot, a ieaz da gavoud prinsed ar veleien,


hag e lavaraz dezhe: Petra a rofethu d’in‐me, hag e livrin anezhan deoc’h? Hag e countchont dezhan tregont pez arc’hant.


Gouzoud a rit ema ar Pask a‐ben daou zervez, hag e vezo livret Mab an den evit beza crucifiet.


Hag evel ma komze c’hoas, setu Judas, unan euz an daouzec, a zeuaz, hag assambles ganthan eur vanden vraz a dud gant klezeier ha bizier, deuet a‐berz prinsed ar veleien hag ar re Ancien euz ar bobl.


Neuze Judas, pehini hen doa trahisset anezhan, o velet e oa condaonet, a zeuaz keuz dezhan hag a zigassaz an tregont pez arc’hant da brinsed ar veleien ha d’ar re Ancien, en eur lavaret:


Neuze Judas Iscariot, unan euz an daouzec, a ieaz da gavout prinsed ar veleien evit hen livra dezhe.


Ha kerkent, evel ma oa c’hoas o komz, e teuaz Judas, unan euz an daouzec, ha ganthan eur vanden vraz a dud gant klezeier ha bizier, a‐berz prinsed ar veleien, ar Scribed hag ar re Ancien.


Hogen an Diaoul a antreaz en calon Judas, les‐hanvet Iscariot, pehini a oa unan euz an daouzec.


Pa oe c’hoas o komz, setu ma c’herruaz eur vanden, hag an hini a oa hanvet Judas, unan euz an daouzec, a ger‐ze araog dezhe; hag e tostaaz etrezeg Jesus evit pokat dezhan.


Ha pa oe deuet koan (an Diaoul o veza lakeat dija e calon Judas Iscariot, mab Simon, ar sonj da drahissa anezhan),


Mes bez’ ez euz en ho touez lod ha ne gredont ket. Rag Jesus a ouie adaleg ar pen‐kenta piou a oa ar re ne gredent ket, ha piou a oa an hini a dlie hen trahissa.


Hogen, euz a Judas Iscariot, mab Simon, eo e komze; rag hennes eo a dlie hen trahissa, evit‐han da veza unan euz an daouzec.


Ha pa oent en em gavet, e pignjont er gambr huella e pe leac’h e choume Per, Jakes, Ian, Andre, Philip, Thomas, Bartheleme, Maze, Jakes, mab Alphe, Simon Zelotes, ha Jud, breur Jakes.


evit ma hen devezo lod er garg hag en abostolach hen deuz Judas dilezet evit mond d’al leac’h ma c’happarchant outhan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos