Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 10:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Jesus a gassaz an daouzec‐ze, goude beza kemennet dezhe, en eur lavaret: Na’z it ket etrezeg ar Jentiled,

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Jezuz a gasas an daouzek-se hag a roas e c’hourc’hemennoù dezho, o lavarout: N’it ket etrezek ar baganed ha n’it ket e kêrioù ar Samaritaned,

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

5 Jesus e gassas en neuzêc‐sé, hag e gourhemennas dehai, én ul laret: Ne quêrhet quet étré er bayanéd, ha ne yéet quet ér kærieu er Samaritaned.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 10:5
27 Referencias Cruzadas  

hag e kassaz he vevelien da c’hervel ar re a oa bet pedet d’an eured; mes ne fellaz ket dezhe dond.


Douar Zabulon ha douar Neftali, var hent ar mor, en tu‐all d’ar Jourdan, Galile ar Jentiled!


Neuze e c’halvaz an Daouzec, hag e commansaz ho c’has daou‐ha‐daou, hag e roaz dezhe galloud var ar sperejou impur;


Goude kement‐se, an Aotrou a choazaz c’hoas deg ha tri‐ugent diskibl all; hag e kassaz anezhe daou ha daou araog dezhan, en holl geariou hag en holl broiou ma tlie mond.


Mes eur Samaritan, en eur vond gant he hent, en em gavaz eno, ha pa velaz anezhan, e kemeraz truez outhan.


hag en em daolaz e c’harz treid Jesus, he visach ouz an douar, o renta grasou dezhan. Hogen he‐man a oa eur Samaritan.


O veza galvet assambles he zaouzec diskibl, Jesus a roaz dezhe galloud hag otorite var an holl drouk‐sperejou, hag ar galloud da iac’haad ar c’hlenvejou.


Hag e kassaz anezhe da brezeg rouantelez Doue, ha da iac’haad ar re glanv.


Evel ma ec’h euz va digasset er bed, em euz ive ho c’hasset er bed.


Ha Jesus a lavaraz adare dezhe: Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h! Evel ma hen deuz an Tad digasset ac’hanoun, evel‐se ive me a gas ac’hanoc’h.


Hon tadou ho deuz adoret var ar menez‐man, ha c’houi a lavar penaos al leac’h e pehini ez eo red adori a zo en Jerusalem.


En em gavoud a eure eta en eur gear euz ar Samari, hanvet Sikar, tost d’an douar a oa bet roet gant Jacob d’he vab Josef.


Ar vreg‐se a Samari a respontaz dezhan: Penaos, te pehini a zo Judeo, e c’houlennez‐te da eva diganen‐me eur zamaritanes? (Rag ar Judevien na zarempredont ket ar Samaritaned).


Ar Judevien eta a lavaraz etrezhe: Da be leac’h ez ai ma n’her c’havimp ket? Ha mond a rai etrezeg ar re a zo disperset e‐touez ar Greked, evit kelen ar Greked?


Ar Judevien a respontaz dezhan: Ha n’hon euz‐ni ket a leac’h da lavaret ez oud eur Samaritan, hag ez euz eun diaoul enoud?


Mes c’houi a recevo galloud ar Spered‐Santel, pehini a zeuio varnoc’h; hag e viot testou d’in, en Jerusalem, kerkoulz hag en holl Jude hag er Samari, ha bete ar pen pella euz an douar.


Hag an holl dud fidel circonciset, a oa deuet gant Per, a oe souezet, o velet e oa skulliet ive var ar Jentiled an donezon euz ar Spered‐Santel;


Hogen, Saul hen doa consantet d’he varo. Hag an deiz‐ze e c’hoarvezaz eur bersecution vraz a‐enep Iliz Jerusalem; hag e oent holl disperset, nemed an ebestel, dre vroiou ar Jude hag ar Samari.


pere a vir ouzomp prezeg d’ar Jentiled, evit ma vezint salvet, o leunia evel‐se mui‐ouzmui ar muzul euz ho fec’hejou; mes coler Doue a zo deuet varnezhe, evit lakaad eun termen da gement‐se.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos