Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mazhev 10:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 ha na antreit ket en hini euz a geariou ar Samaritaned; mes it kentoc’h etrezeg an denved kollet a di Israel.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 met it kentoc’h etrezek deñved kollet ti Israel.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

6 Mæs quêrhet quentoh étré en devéd en dy Israël, péré e ya de goll.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 10:6
20 Referencias Cruzadas  

Likit evez na zisprijfac’h nicun euz ar re vihan‐man; rag hen lavaret a ran deoc’h, ho elez en envou a vel hep ehan faç va Zad pehini a zo en envou.


Rag Mab an den a zo deuet da zavetei ar pez a oa kollet.


ha ma vije prezeget en he hano ar gonversion hag ar remission euz ar pec’hejou, e‐touez an holl nationou, o commans dre Jerusalem.


Neuze Paol ha Barnabas a lavaraz dezhe gant hardiegez: Deoc’h‐hu e oa red rei da anaoud da genta ger Doue; mes pa’z eo gwir e troit kein outhan, hag en em varnit hoc’h‐unan da veza indign euz ar vuez eternel, setu e troomp our ar Jentiled.


Mes, evel ma stourment, ha ma wall‐gomzent outhan, hen a hijaz he zillad, hag a lavaraz dezhe: Ra gwezo ho koad varnoc’h hoc’h‐unan; neat oun euz a gement‐se; divar‐vreman, ez in etrezeg ar Jentiled.


mes prezeget em euz da genta d’ar re a zo en Damas, ha goude en Jerusalem, ha dre ar Jude holl, ha d’ar Jentiled, da gaout keuz, ha da zistrei ouz Doue, oc’h ober œuvrou dign euz ar gonversion.


Evidoc’h‐hu da genta eo hen deuz Doue, o veza savet he Vab Jesus, hen digasset evit ho penniga, en eur denna pep hini ac’hanoc’h euz he fallentez.


Rag c’houi a oa evel denved dianket; mes breman ez oc’h distroet da gaoud ar Pastor hag an Evesaer euz hoc’h eneou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos